A-enep reizhadenn Le Fur. D'an 18 a viz Even : rezistañs

Communiqué de presse publié le 24/06/10 8:36 dans Environnement par Magali Diennet pour Magali Diennet
https://abp.bzh/thumbs/18/18798/18798_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18798/18798_2.jpg

Sinadeg bouezus evit gwareziñ hon endro

A-enep reizhadenn Le Fur

D'an 18 a viz Even : rezistañs

Ur wech ouzhpenn, d'ar 16 a viz Even, dilennidi Breujoù Pariz a zo aet da heul gant o votoù arguzennoù toull aozadurioù micherioù ar moc'h. Da heul goulenn kannaded zo eus Breizh, en o fenn Marc Le Fur, kannad UMP ; ur reizhadenn a zo bet degemeret gant ar Breujoù. Hag hiviziken, e savo, an niver a blasoù evit an atelieroù moc'h eus 450 plas da 2000 plas hag evit ar yer eus 30.000 da 40.000 plas. Gant-se, ar Stad n'he do ket moaien ken da gontroliñ ar produiñ lizie ha ne vo tamm harz ebet ken d'ar saotrañ an douar hag an dour. Ha kement-se d'ar c'houlz rik ma vez ar bezhin glas oc'h aloubiñ hon traezhennoù hag ar bezhin ruz (cyanobactéries) o paotañ en hor stêrioù. Degemer al lezenn-se - hini “Al lizie stank“ - a vije trubardiñ an engouestloù bet kemeret gant ar gouarnamant evit stourm ouzh ar saotradurioù hag, ivez, un dec'hadeg dirak galloudoù divezh ha divent ar saotrerien.

Gervel a reomp, eta, an holl sitoianezed hag an holl sitoianed da stourm a-gevret gant an holl gevredigezhioù o deus sinet dija ar skrid-goulenn ha da gentañ penn en ur sinañ, d'o zro, ar sinaneg a c'houl ma vo kaset ar reizhadenn-se d'ar blotoù. Muioc'h evit biskoazh hon eus ezhomm eus souten an holl dud, paotred ha maouezed, evit gellout komz en o anv gant ar gannaded ha lâr dezhe : Breizh n'eo ket ur c'hraoù-moc'h da vezañ. Hag e vanka deomp kaout boued a galite ha n'eo ket boued a-vil vern, hag evit-se e vo dav krennañ war an niver a voc'h zo er Vro (600 dre km2 en Aodoù-an-Arvor evit 50 anezhe dre km2 e Bro-C'Hall) hag, ivez, pas lezel an niver a loened da greskiñ en un doare kuzh, e-giz ma vije aotreet gant al lezenn-se.

Aozomp ar rezistañs evit ma ne vo ket ken c'hwezh al lisie gant dour hor stêrioù ha c'hwezh ar bezhin glas o vreinañ war hon treizhennoù.

Ma ne vez ket nullet ar reizhadenn-se e c'houlennimp gant Europa kastizañ Bro-C'Hall ; rak an doareoù-se n'int ket re ur Stad a-wir ; met doareoù par da re un vandennad hailhoned oc'h ober fae war an endro.

Sauvegarde du Trégor, Eau et Rivières de Bretagne, Halte aux Marées Vertes, AE2D, Bretagne Vivante SEPNB, De la Source à la Mer, Côtes d'Armor Nature Environnement, Sauvegarde du Penthièvre, Nature et Patrimoine Centre Bretagne,Sous le Vent les Pieds sur Terre, Ellé Vivante, Cyberacteurs

Sinadeg en linenn amañ : (voir le site)


Vos commentaires :
J-Luc Le Floc'h
Vendredi 30 août 2024
En afer-se, en em c'houlennan perak ne vez den ebet, ma vefe kevredigezhioù pe tudoù bolitikel zo o unan-penn, o c'houlenn ma teuio da vezañ sifroù europeek heñvel ouzh re bro-C'hall a-vremañ.

Perak 'ta ne vefe ket ret ma chomo live ar c'hraoù-moc'h en Europa a-bezh (bro Bologn hag ar re all, en Europa ar Reter) dindan 500 penn-moc'h ? Uheloc'h e vefe ret e zisklariañ, kontrolliñ ha tout.

Dre Europa a-bezh. War-eeun. Ha sioul eo ar c'hevredigezhioù war ar poent-se ?


Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?