Treizerien ha klaskerien soñjoù : ur chañs evit bugale Penn ar Bed

Rapport publié le 20/06/10 12:26 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18733/18733_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18733/18733_2.jpg

Treizerien soñjoù : ur chañs evit bugale Penn ar Bed

Graet o deus anaoudegezh gant “treizerien soñjoù” (pikerien maen, artizaned, labourerien douar, komedianed, filmourien, kelennerien yoga, buhezourien natur ...), 1400 skoliad (skol vamm, skolaj, lise) hag o skolaerien. Gwelet e vez tud boaz d'hen ober, pemp gwech da heul evit lod deus outo. Gouzout a reont pegen pouezus eo pedin tud deus an diavaez er skol evit komz e brezhoneg, ur brezhoneg disheñvel alies deus hini komzet er c'hlas. Desket o deus kanañ, c'hoari, ul lodenn deus o istor ivez...

Gant Andre ar Gac e oa digoret an abadenn, heuliet gant Pauline Kerscaven, plac'h ar sae ruz, hag a oa e penn un aozadur pounner a-walc'h. Soñjit : pediñ 600 skoliad e Laz, e-barzh ur voest-noz kad da zegemer 2000 a dud. Prientiñ 600 prof evit an holl (gant kazetennoù brav ofis an touristelezh Penn ar Bed, ur poster, ur c'hraion “Kuzul meur Penn ar bed” ...), aozañ ar verenn vihan, lakaat an dud da dremen war al leurenn...

Goude bezañ gwelet fotoioù ha filmoù a ziskoueze raktresoù kaset da benn e-pad ar bloaz, plas da Iwan B ; «grit trouz !», gant gouleier ar voest noz, moged, hag all...

Louise Ebrel n'he doa ket afer deus tout ar jabadao-se, dirak tourioù New York livet ouzh moger ar voest-noz, boaz e oa ! Kanet he deus teir c'hanaouenn brav, liammet gant ar gouel, dreist-holl hini Mikael Kerne gant an den kozh hag ar bugel... “Kan kaer, filhore” a oa ivez un doare da ziskouez an treuskas etre an hini kozh hag ar bugel, dazont ar yezh, dazont ar vro ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?