Deuet eo er-maez Geriaoueg ar c'hleweled

Présentation de livre publié le 10/06/10 11:49 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/18/18609/18609_1.gif

Goude Geriaoueg ar vuhez foran, Anvioù bronneged Europa ha Geriaoueg ar stalioù eo bet embannet ar c'heriaoueg nevez-se gant TermBret : 500 termen diazez evit an dud a vicher hag evit Yann vrezhoneger.

Pa vez studiet un dachenn nevez gant TermBret ez eo evit bastañ da ezhommoù ar vrezhonegerien dre vras ha re an dud a vicher ivez. Kendelc'her a ra ar greizenn dermenadurezh da bourchas an ostilhoù zo ezhomm evit kas ar brezhoneg war-raok, en ur zibab da gentañ an tachennoù mallusañ.

Kalzik a draoù nevez zo bet war dachenn ar c'hleweled er bloavezhioù tremenet, gant ar skinwel, ar skingomz hag ar Genrouedad. Dre se ez eus muioc'h-mui a dud o labourat war an dachenn-se e brezhoneg : aktored, kazetennerien, teknikourien...

Un darn vat anezho a labour e brezhoneg. Pouezus e oa klask diorren ha stabilaat ar c'heriaoueg eta ha lakaat anezhi da vezañ anavezet ivez rak en em silet eo ar bed-se en hor buhez pemdez ha tro hor bez da gomz ingal eus an holl demoù-se er gêr pe el labour.

Ha graet hoc'h eus ar pezh zo ret evit dilezel ar rouedad hertzian ? Ha gwelet hoc'h eus ar bomm bruderezh diwezhañ a zo diouzh ar c'hiz ? Ha plijet oc'h gant ar filmoù skrij pe an teulfilmoù ?

Evel boaz eo bet pennaouet an termenoù testeniekaet dre skrid koulz ha dre gomz a-raok bodañ tud a vicher ha yezhourien. Kavout a reot frouezh o labour a-stroll en ul levr teknikel, modern hag aes da lenn.

Evit pellgargañ ar c'heriaoueg, klikit war an arlun e dibenn ar pennad.

Evit urzhiañ al levr-mañ (7€+10% mizioù-kas) skrivit da : Ofis ar Brezhoneg - 8bis straed Félix Faire - 29270 KARAEZ-PLOUGÊR


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?