Kendael e Sant-Ervlan gant Nidiad, ur gelaouenn lennegel o tinotiñ

Communiqué de presse publié le 6/06/10 18:37 dans Langues de Bretagne par Hoel Mahe pour Hoel Mahe
https://abp.bzh/thumbs/18/18564/18564_1.png
https://abp.bzh/thumbs/18/18564/18552_2.png
Plan.

Kendaeligoù an Naoned ha Nidiad zo laouen da ginnig deoc'h :

D'ar 1añ Genver 2010, eo deuet er-maez niverenn gentañ «Nidiad» ur gelaouenn lennegel, enni barzhonegoù, kevellennoù, pennadoù studi ha prederouriezh, savet gant ur strollad yaouank.

Amkan skrivagnerion «Nidiad» zo lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ, hag e gas war-raok  da sevel war un dro o yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi… 

Krouiñ a reont o flas en istor an embann e brezhoneg, hag e kement-se e savont d'o zro ar goulennoù stag ouzh istor ar brezhoneg  abaoe kantvedoù.

Dont a reont da ginnig an danvez a bleustront ha da eskemmañ gant oberourion all ar bed a-vremañ.

Ar gendaelig-se a c'hallo bezañ heuliet gant reoù all kinniget gant «Kendaeligoù an Naoned». Pal ar c'hendaeligoù-se a vo kemer perzh en eskemmoù a c'hoarvez e-ser ur preder kaset e brezhoneg.

Skipailh Nidiad

Kendael d'ar Sadorn 19 a viz Even 2010

Eus 10 e da 1 e

Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK)

Yezhoù ha Sevenadur

13 rue du Rémouleur

– Sant Ervlan

Digoust

KDSK a vo kavet dirak Atlantis. Sellit ouzh ar gartenn-mañ.

Titouroù : 06 08 05 11 10

ha yezhouhasevenadur@yahoo.fr

(voir le site) de KDSK


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?