Uisant Crequer trec'h evit an eil gwech

Rapport publié le 1/06/10 0:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18504/18504_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18504/18504_2.jpg

Roet eo bet Priz ar Vugale 2010 da Uisant Crequer evit e levrig «Brezel ar porzh c'hoari», an eil a zo aet da Vuriel Morvan, evit «Etre ki ha kazh».

Plijout a ra d'ar skolidi Patricia Chorlay e Kommanna, levrioù farsus embannet gant Keit Vimp Bev. N'int ket re hir da lenn, hag er c'hlas, ar re CE2 zoken a zo sot gant al lenn ! Kejet o deus gant Uisant ha kroget o deus da skrivañ un istorig gantañ. Alan ar Gac ha Marc Masson a oa aze evit kalonekaat al lennerien yaouank.

20 skol o deus kemeret perzh : skolioù Diwan Tregon, Montroulez, Lannuon, Brest, Gwitalmeze,... skolioù publik Landerne, Pondi, Gourin... Sacre Coeur Lesneven, Teiz, ...

200 lenner , ha 65 % deus outo o deus votet evit Uisant a oa bet trec'h evit «Gwad ar Grannared» e 2009 dija. Ul levr all a zo war ar stern, ur vandenn treset, ha marteze ur filmig gant e breur ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?