Startijenn ar yaouankiz war al leurenn.
Set'aze un emgav a c'hoarvez bep bloaz. Ha penaos ober e mod-all bremañ ? « Un rendez-vous incontournable » tro ma vez lavaret e galleg. E 2009, 143 skolajidi o deus bet tro da gejañ asembles e Sant-Martin-war-ar-Maez. Kinniget 'vo e Pleiben. Ur sal a-feson 'zo ahont, An Arvest eo he anv.
Ha Pleiben zo e-kreiz Penn-Ar-Bed. Setu ma vo aesoc'h d'ar skolajidi ha d'o c'helennerien – leurennerien war an dro.
D'ar Yaou 17 a viz Even 2010 an devezh-pad.
Evit ar skolajidi brezhonegerien. Sal an Arvest Pleibenn.
■