Kenskoazell pe goñvers ?
Conference debat publié le 27/05/10 11:05 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Café Breton Librairie Dialogues Brest
t:0
D'ar meurzh 1añ a viz Even, da 6e noz, en abadenn « Café Breton », er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo komzet gant Herri Morvan, kazetenner e France 3 Iroise, eus « ar c'henskoazell etrevroadel ».
Gwir sikour eo pe un doare koñvers ?
E Breizh emañ un toullad kevredigezhioù met ivez embregerezhioù ha kooperativoù e darempred gant ar broioù paour, Petra 'reont ? Hag evit interest piv ?
50 vloaz goude o dieubidigezh, e peseurt stad emañ ar broioù bet gwechall trevadennoù Bro-C'Hall ?
Deuit e-leizh ! E brezhoneg penn da benn !
■