Poent eo votiñ : 17 film, 3 da zibab, deoc'h-c'hwi da c'hoari

Appel publié le 18/05/10 21:55 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18337/18337_1.jpg
q3gfopdbeqskr2b8.mp4

Brav eo komz, prederiañ, adober bedig bed ar vrezhonegerien hag ar c'hlewelet ... Met gwelloc'h a zo : Kenstrivadeg Filmoù Berr Berr (an archant hag an amzer !) a c'houlenn ganeoc'h votiñ, diskouez oc'h bev-buhezek war Internet !

Penaos ober ?

- sellout ouzh an holl filmoù a zo bet lakaet war al lec'hienn (voir le site)

17 film a zo da welout (padelezh evit an holl : 1 e 40) ;

- votiñ dre bostel : fanny.chauffin@laposte.net, o reiñ an tri film a zo ar re wellañ evidoc'h (en urzh : 1- ar maout, an eil, an trede), o reiñ ho anv gwir, ho chomlec'h, hag un evezhiadenn (embannet e vint da c'houde ...) a-raok ar 21/05 ;

- dont da Gawan d'ar sul 23 da 15e er c'habaret evit lidañ ar filmourien ha klask sevel ur genstrivadeg all evit ar bloavezh o tont !

Resisadurioù 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?