Korsika-Breizh d'an 19 a viz Mae

Communiqué de presse publié le 8/05/10 13:45 dans Sport par J. Arsal pour J. Arsal
https://abp.bzh/thumbs/18/18217/18217_1.png

Tennadeg kentañ “Corsica Football Cup” zo bet graet ha skipailh mell-droad Breizh a c'hoario ouzh “Squadra Corsa” d'an 19 a viz Mae e Aiacciu. Ar c'hrogad a vo da 8 eur da noz ha skignet e vo war-eeun war Orange Sport.

Istorel eo : e tri devezh hepken en do c'hoariet skipailh Breizh kement a grogadoù hag e-pad dek vloaz. An dra-se a verk da vat, evit hol levenez vrasañ, distro an Diaouled Du war an dachenn d'ul live etrebroadel peogwir e kemero perzh en tournamant-mañ skipailhoù Gabon ha Togo ivez. Ar gourfenn a vo e Bastia d'ar Sadorn 22 a viz Mae.

Goude distro skipailh Breizh ouzh skipailh Congo e miz Mae 2008, B.M.K. (Breizh Mell-droad Kevredigezh) a gendalc'h da lakaat hor skipailh da vevañ gant ul liv hoalus er bloaz-mañ : Jérémy Menez, Etienne Didot met Mickaël Landreau ivez a dlefe c'hoari ha Stéphane Guivarc'h ha Jocelyn Gourvennec a vo er staff teknikel.

Ar c'hrogad, skignet war-eeun gant Orange Sport, a dle bezañ an degouezh evit Breizhiz d'en em dolpañ evit an deizioù-se, deiz ar gouel broadel, evit harpañ hor skipailh ha skrijal gantañ.

Evit an dra-se, skritelloù zo da bellgargañ a-benn ma vo skignet ar c'heloù e pep lec'h e Breizh. Pep hini a c'hall kemer perzh evit skignañ kemenn ar c'hrogad-mañ. En em dolpomp tro-dro d'an Diaouled Du a wint hol livioù ha lorc'h ganto !

Strollad-ren Kop Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?