Stumdi : Stummadur uhel, ur raktres diazezet mat

Communiqué de presse publié le 5/05/10 10:48 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Claudie Motais
https://abp.bzh/thumbs/18/18184/18183_3.png
Logo Stumdi.
https://abp.bzh/thumbs/18/18184/18184_2.jpg
Strolladoù ar stummadur uhel bodet evit heuliañ kentel Lukian Kergoat.

Bez emañ Stumdi, aozadur stummañ, o paouez digeriñ, e penn-kentañ miz Ebrel e Landerne (29) hag e Plañvour (56), e stummadur uhel war ar brezhoneg. Ugent stajiad a zo oc'h heuliañ an tri miz staj, paeroniet gant Goulc'han Kervella, evit gwellaat o live yezh.


Berzh a ra ar stummadur

Divizet eo bet er bloaz-mañ gant an aozadur kinnig ar staj en daou lec'h : Landerne ha Plañvour peogwir e oa kalzig a c'houlennoù. « Berzh a ra ar stummadur a-drugarez d'ur programm ijinet penn da benn evit respont d'an ezhommoù hag e rankomp en em ober diouzh an niver a enskrivadurioù a gresk » a zispleg deomp Claudie Motais, renerez Stumdi.

Savet eo bet stumm ar staj evit lakaat ar stajidi da vont war-raok buan dre gomz ha dre skrid : goulennet e vez digant ar stajidi, e-pad lodenn gentañ ar staj, labourat a-stroll war temoù resis (yezhadur, geriaoueg...) evit krouiñ binvioù pedagogel pe eskemm dre gomz war ur pennad, un abadenn. E-pad an eil lodenn e vo kinniget labourioù pleustrek : pleustriñ dre gomz ha dre skrid, labourat war enrolladennoù, sevel dafar skridaozañ, dafar kelenn, dafar kleweled, prezegennoù, stalioù, lenn ha deskiñ anavezout al lennegezh. Daou ha daou o do ar stajidi da seveniñ pep a dri raktres bras : enrollañ ha treuzskrivañ, sevel un teuliad hag ober ar brezegenn da heul pe aozañ ur weladenn heñchet ha treiñ un destenn. Kaset en-dro hag aozet e vez ar stummadur gant stummerien Stumdi ha tud eus an diavaez evit stalioù arbennik pe brezegennoù.


Prezegennoù digor d'an dud

Divizet ez eus bet gant Stumdi digeriñ kentelioù zo d'an holl : yezhoniezh, rannyezhouriezh, yezhadur, istor ha geografiezh, lennegezh, brezhoneg er mediaoù... Koust a raio deoc'h 10 euro an devezh, 5 euro evit stajidi gozh Stumdi hag a-benn dibab ar c'hentelioù a blijfe deoc'h heuliañ, n'ho peus nemet pellgomz da Stumdi e Landerne : 02 98 21 39 94.

Stummadur a zeu e 2011 : eus ar 4 a viz Ebrel d'an 8 a viz Gouere 2011


Annaig Guedes, Landerne, d'an 28 a viz Ebrel 2010

Stumdi
BP 311
Manoir de Keranden
29413 Landerneau Cedex
Pgz : 02 98 21 39 94
Postel : bzh.stumdi@wanadoo.fr
(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?