Berr-Berr, filmoù graet ba' gêr

Agenda publié le 4/05/10 9:57 dans Langues de Bretagne par Kristian Le Bras pour Blaz Produktion
t:1
https://abp.bzh/thumbs/18/18164/18164_1.jpg
Yes we can !
1v1ndi5tzgoza4er.mp4

Kentstrivadeg Berr-Berr : Filmoù no-budget ha graet ba' gêr

Lakaat Breizh hag he yezh war wel, lakaat ijin ar Vretoned da labourat, setu spered ar gentstrivadegig-mañ, a vo dalc'het evit ar wech kentañ da geñver Gouel ar Brezhoneg e Kawan (Treger) ha kalz pelloc'h ma ra berzh awalc'h.


Kasit deomp — Buan, betek ar 16 a viz Mae !!!!! — ho filmoù graet ba' gêr : , mod-all ne tremenfent ket !!!!

Forzh peseurt doare 'vefe gante : faltazi, diellfilmoù, animasion, diaporama… (Gant ma ne vefe ket, eveljust, danvez faskour pe gwenngasour enne - gant ma vefent e brezhoneg… pe mut).

Ne vo degemeret nemet ar filmoù digant hiniennoù pe kevredigezhioù, filmoù graet etre miz Mae 2009 ha Mae 2010 : diskouez traoù nevez graet a fell deomp ober.

Goulennet e vo gant an dud votiñ war internet evit an 3 film kavet ar gwellañ gante, betek ar Sadorn 22 a viz Mae, hanternoz. Disoc'hoù d'ar Sul 23 da 12 eur e Kawan. Diskouezhet vo un dibab ledan a filmoù da geñver ar gouel, ha pelloc'h.


Evit gwelet ar filmoù postet dija : (voir le site)

Evit kas ho filmoù/kaout titouroù : 02 98 21 30 59

kristian@blazproduktion.com pe fanny.chauffin@laposte.net

(N'omp ket o c'hortoz pennoberoù, setu arabat kaout aon/bezañ re lent !)

Ale, 'benn damaik !


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.