Raktres skol Diwan er Vro Vigoudenn : emvod kelaouiñ foran

Communiqué de presse publié le 29/04/10 14:26 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :

D'ar Yaou 6 a viz Mae 2010, adalek 8 eur 30 noz, Sal ar retredidi , Plasenn an 19 a viz Meurzh, Straed « de Briscoul » E Plogastell-Sant-Jermen (29710)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan. Poent war ar raktres skol e Plogastell-St-Jermen.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Plogastell-Sant-Jermen e Gwengolo 2010.

Titouroù a-zivout an emvod :

Visant Rouxel : 06 32 29 57 32
vincent.rouxel@laposte.net
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan :
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi@diwanbreizh.org
ha diwan.breizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?