Diskouezadeg Spered Kelt e Naoned evit ar Sant Erwan, Gouel broadel Breizh

Communiqué de presse publié le 29/04/10 2:28 dans Cultures par Jean-Loup Le Cuff pour Jean-Loup Le Cuff
https://abp.bzh/thumbs/18/18109/18109_1.png
https://abp.bzh/thumbs/18/18109/18109_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18109/18109_3.png

.

Spered Kelt a zo ur gevredigezh arzourien vreizhat e lignez ar Seiz Breur ha kenstroll a ra skouerioù ar krouadelezh keltiek en deiz hiziv. Ul luskad arzel liesdiskiblezh eo, savet evit reiñ lañs d'an Arz Keltiek a vremañ. Ur redenn nevezerien eo, bet ganet diwar hor gwriziennoù, ma c'hall pep hini degas e gizidigezh, e bersonelezh : e berr gomzoù, e ampartiz. Doare-ober ar strollad, douget d'ar Vreizhadelezh a zo diazezet war eskemmoù ha kendivizoù. Dre-se e fell dimp degas hol lod evit reiñ da anavezout Breizh hiziv, c'hoant ganti krouiñ, diorren, diskouez ur vent sevenadurel nevez. (voir le site)

Diskouzadeg d'an 10 eus an 30 a viz Mae 2010 e Ti an Departamant
3 kae Ceineray
Naoned
D'al lun eus ar gwener, da 9 e eus 6 e noz.

(voir le site) pajenn an diskouezhadegoù.


Evit gouzout hiroc'h, an diskouezadegoù all da zont gant Spered Kelt :

– Aozañ a ra ivez Spered Kelt ur diskouezadeg e Lesneven d'an 19 eus an 30 a viz Mae 2010, e saviad Gouel ar Bro Gozh, er chapell Sant-Joseph. (voir le site)

– Hend-all, an diskouezadeg Kelt Arz Nevez hag a zo aozet bep hañv e Lanester, a vo kinniget d'ar 26 a viz Gouere eus an 28 a viz Eost en Ti-Kêr.


Jakez Gaucher, sekretour ar gevredigezh, aozer ha kenurzhier an diskouezadegoù


Roll an abadennoù Gouel Erwan, Gouel broadel Breizh, e Liger-Atlantel a zo war : (voir le site) ha war (voir le site) lec'hienn Ajañs Sevenadurel Breizek Liger-Atlantel.

.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?