E gouel Erwan, dizoloit ar mell-droad gouezelek

Conference de presse publié le 28/04/10 22:49 dans Sport par Ronan Kerléo pour Ligue Bretonne de Football Gaélique
t:1
https://abp.bzh/thumbs/18/18107/18107_1.jpg

Ar vell-droad gouezelek zo ar sport poblekañ e bro Iwerzhon. Ur seurt meskaj etre ar vell-dorn hag ar vell-droad eo, ret eo plantañ ur volotenn e-barzh ur pal Rugby.

Ar c'hoari-mañ a blij muioc'h-muiañ da gendirvi Iwerzhoniz (da laret eo ar Vretoned), dre ma eo ganet 9 c'hlub e-pad an dek vloaz tremenet e Breizh ha 2 e-pad an daou vloaz diwezhañ.

Ar vell-droad gouezelek zo anavezet ivez evel ur sport-skol gant e anv lakaet e-barzh roll ar sportoù evit arnodenn ar vachelouriezh e akademiezh Roazhon.

Evit mont war-raok gant ar sport-mañ e vo aozet tri zarvoud e-pad sizhun gouel sant Erwan :
• d'an 13 a viz Mae, krogad etre skipailh Liverieg ha skipailh Breizh e tachenn-sportoù Gonieg (35) etre 3 eur ha 4 eur goude mern
• d'ar 15 a viz Mae, un devezh dizoloiñ en Oriant evit kas war-raok ur c'hlub nevez krouet. Emgav war tachenn-rugbi Keramaze adalek 11 eur betek 12 eur
• d'an 22 a viz Mae e vo c'hoariadeg vras Liverieg gant 12 klub deuet eus Breizh a-bezh,eus bro C'Hall, eus Kalvenez hag eus bro Iwerzhon.


Vos commentaires :
Mardi 21 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.