Emañ D.A.O. o klask ur rener/ez evit merañ ar gevredigezh

Offre d'emploi publié le 28/04/10 20:33 dans Langues de Bretagne par Émilie Le Bail pour Deskiñ d\'An Oadourien
t:1
https://abp.bzh/thumbs/18/18105/18106_1.png

Emañ D.A.O. o klask ur rener/ez evit merañ ar gevredigezh ha kas war-raok ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet

E karg e vo eus :

– Merañ ar gevredigezh (sevel an teulioù goulennoù skoaziad ; kas ar raktresoù war-raok ; merañ ar c'hontoù asambles gant ar c'hontour ; darempredoù gant an dilennidi, an izili, ar c'huzul-merañ, ar Burev ; merañ ar skipailh ; kelaouiñ ar publik ; ober war-dro ar sekretouriezh) ;
– Diorren ar gevredigezh (klask skoaziadoù ; lakaat raktresoù nevez e plas ; darempredoù foran ...) ;
– Diorren ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet (lakaat e plas ur strategiezh-diorren ; labourat war steuñv-stummañ ar gelennerien) ;
– Merañ al lec'hiennoù Internet ;
– Krouiñ dafar pedagogel.


Barregezhioù :

– Gouzout brezhoneg dre gomz ha dre skrid ;
– Anaoudegezh er metoù kevredigezhel brezhonek ;
– Anaoudegezh er bedagogiezh hag er c'helenn brezhoneg d'an dud deuet ;
– Emren hag intrudu ;
– Bezañ en e vleud e daremprediñ an dud ;
– Gouest d'ober gant meziantoù diazez.


Kasit ul lizher emginnig + CV (e brezhoneg) dre bostel a-raok ar 15 a viz Even 2010 da : dao.bzh@gmail.com

Pe dre lizher da : Sedrig Laur, prezidant DAO / Ti ar Vro
6 plasenn Gwirioù Mab-den
29270 Karaez


Muioc'h a zitouroù ha kinnigoù labour all war : (voir le site) DAO e brezhoneg.

Frederig Ollivier,
rener Deskiñ d'An Oadourien
Ti ar Vro
6 plasenn Gwirioù Mab-den
29270 Karaez
02 98 99 94 24
dao.bzh@gmail.com

Bank poelladennoù brezhoneg enlinenn : (voir le site)

.


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.