Stumdi : daou staj berr e-pad an hañv

Communiqué de presse publié le 21/04/10 11:37 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Claudie Motais
https://abp.bzh/thumbs/18/18045/18045_1.jpg

Chom a ra c'hoazh un nebeut plasoù evit an daou staj berr a vo kinniget e miz Gouere :

Landerne : Dindan al loar gann

Eus ar 5 d'an 9 a viz Gouere 2010

Da vare Gouel Kann al Loar e Landerne e vez kinniget gant Stumdi ur sizhunvezh tematek evit deskiñ brezhoneg pe/ha mont pelloc'h gant ar yezh. Roet e vez d'ar stajidi an digarez d'ober «skol al louarn» e kreiz-kêr Landerne dre ziduamantoù : pourmenadennoù kontet, c'hoarioù... ha kalz a souezhadennoù-all !

Pont-Skorf : Kêr an Arzoù...

Eus ar 5 d'an 9 a viz Gouere 2010

E-pad ar staj-mañ e Pont-Skorf e vez roet tro d'ar berzhidi da vevañ e-barzh un endro gwenedeg en ur pleustriñ war tachenn an arzoù : oberennoù liammet gant aikuioù (barzhonegoù berr e teir linenn, mod bro Japan), luc′hskeudennoù, troioù bale da zizoleiñ an diskouezadegoù, sketchoù, sonennoù, dihustelloù…peadra da glokaat an abadenn a vo graet e fin ar staj : ur filaj-arvest-diskouezadeg.

Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù.

Ar sizhunvezhioù-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. Ur priz ispisial a vez kinniget d'ar studierien ha d'an dud dilabour.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?