Diwan : emvod foran ha raktres un eil skol e Gwened

Communiqué de presse publié le 19/04/10 14:34 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Diwan
t:1
https://abp.bzh/thumbs/18/18031/17747_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :


D'ar Meurzh 27 a viz Ebrel 2010, adalek 8 eur noz.
E sal « de Rohan », 80 Plasenn « de Rohan »
56000-Gwened.
Digoust ha digor d'an holl.


Emvodoù foran all a vo aozet e Gwened : d'ar Yaou 20 a viz Mae, da 8 e noz e sal ar « Madeleine », 11 straed Santez-Anna, ha d'ar Meurzh 15 a viz Even, da 8 e noz e sal « de Rohan ».

Aozet eo an emvodoù-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened.

Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvodoù !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.


Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan
: 02 97 47 85 92 pe 06 24 90 36 03
Postel : sonia.zaoumi@diwanbreizh.org ha diwan.breizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.