Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam a ragaoz Gouel Erwan

Communiqué de presse publié le 12/04/10 12:37 dans La diaspora par Le Fol Jacques pour Le Fol Jacques
https://abp.bzh/thumbs/17/17986/17966_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17986/17966_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17986/17932_2.jpg

.

Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam e Saïgon – Ho Chi Minh City – he deus aozet ur roll degouezhioù a-zoare, leun a zanvez breizhek. D'an 22vet a viz Mae eus kreisteiz betek hanternoz, evit Gouel broadel Breizh Gouel Erwan / Saint Yves. Sell ouzh skritell e PDF 1.


12 eur. Digor ar standoù.
Er Park Bin Quoi. Mont e-barzh digoust.


14 eur. Kenstrivadeg C'Hoarioù Keltiek : Trofe “Paysan Breton”
Sach ar gordenn, Sach bazh yod, Strikañ ar chaoson, Sailh maez ar bouteg, Paledoù war blankenn, c'hoarioù evit ar re vihan dindan evezh tud vras. 


15 eur. Forom Embregerezhioù Breizh
Embregerezhioù breizhek e Vietnam a ginnig o obererezh hag o froduioù. Tañvadeg dousterioù boued Breizh a-hed an devezh.


16 eur. Displegadennoù (Sal Aerreizhet)
– Mikael Gwilhom : « Ar Fest noz, orin, istor » ;
– Brice Coutagne ha François-Xavier Landrin : « Saïgon eus 1780 betek 2009 » ;
– Xavier Vuillermet : « Xavier Grall, kazetenner ha skrivagner breizhek ».


17 e 30. Quizz diwar-benn ar Broioù Keltiek
Prizioù liesseurt.


18 e 30. Koan Bras : Pred boued hengounel Breizh
250.000 vnd evit un den (war-dro 10 euro). Died ouzhpenn. Ret eo mirout plasoù dre pellgomz pe email.


20 eur. Kensonadeg ha Fest noz
Sonerezh eus Breizh, Iwerzhon, Kembre, Alba gant ur strollad brudet eus Breizh : Bremañ, ha gant Lang Du – Tonioù Keltasiat – ha Gwilhom Tad ha mab kan ha diskan



Prezegenn ar C'Hadoriad :  

Bet eo bet meneget strivadenn Agence Bretagne Presse (ABP) e kerzh emvod poellgor aozañ d'an eil a viz Ebrel.

Lidadur Gouel Erwan e Saigon a vez ennañ n'eo ket nemet arvezioù o tenn ouzh ar fest, ar sonerezh, an armerzh, ar sport, ar boued, met ivez ar sevenadur, ar yezh, an touristerezh, an adunvaniezh. Setu perak e fell deomp displegañ ABP, evel ar medium breizhek dizalc'h a anavezomp mat. Prientet skritelloù ha traktoù hon eus e sell ar pal mañ. Sell ouzh PDF 2.

Divizet eo bet e vo roet skoazell arc'hant gant hor Gevredigezh Bretoned Bro Vietnam da ABP ma, evel ma spiomp, chom moneizoù ganeomp goude klozadur kontoù hor Gouel Erwan 2010.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?