il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /1792.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Da-geñver embannadur 4 skritell nevez savet evit ar vrezhonegerien yaouank, rener Ti-embann ar Skolioù Brezhonek, Jean Le Clerc de la Herverie, Olier ar Mogn rener Ofis ar Brezhoneg ha Fulup Travers e-karg eus servij termenadurezh an Ofis «TermBret », a ginnigo deoc’h disoc’hoù o c’henlabour.

Goude bezañ bet kenembannet un nebeud bloavezhioù zo, un toullad skritelloù diwar-benn geriaoueg ar boued, e kaver ar wezh-mañ taolennoù leun a fent o tresañ buhez bemdez an tiegezh, gant ur c’heriaoueg aes da zeskiñ evit an holl.

Ar peder skritell-mañ a vo profet d’an dud a vo deuet. Ur skouer eo ar skritelloù-mañ eus ur c’henlabour a zlefe mont war stankaat etre TES hag Ofis ar Brezhoneg.

D’ar Gwener 4 a viz C’hwevrer 2005 da 11 eur e Klub ar Gazetennerien e Roazhon (straed Martenot)


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.