Da vezañ embannet hepdale gant Skol Vreizh : War Roudoù da dadoù kozh. Bec'h d'an enklask

Présentation de livre publié le 31/03/10 18:03 dans Cultures par Jean-René Le Quéau pour Jean-René Le Quéau
https://abp.bzh/thumbs/17/17914/17914_1.png
https://abp.bzh/thumbs/17/17914/Logo 17616_1.png

.

War Roudoù da dadoù kozh. Bec'h d'an enklask. Gant Roger Bossard ha Hervé Peaudecerf.


Setu un hentenn evit sevel lignez an unan : ar pazennoù pennañ, kuzulioù, chomlec'hioù talvoudus...

Ur benveg eeun eo, leun a vuhez, ha skeudennet, evit gouzout diouzh an Istor vihan pe diouzh an Istor vras e Breizh, dre an temoù-mañ : an anvioù familh a orin eus Breizh pe eus lec'h-all, ar Vretoned beajourien anezho, istorioù skol, ar c'hoñje, ar micherioù kozh, darvoudoù bras ar c'hantved tremenet.

Ul levr ha n'eus ket daou eveltañ eo, savet evit ar re yaouank pe ar re vras.

Tresadennoù al levr a zo bet savet gant Malo Louarn.


Ul levr keinet, 96 pajennad ennañ, 16,5 x 24,5 sm, moullet e liv, 200 skeudenn tost, golo kartoñs.
Priz ar marc'had : 15 €, rakprenet : 13 €.


Al levr-mañ eus ar rummad Frifurch / Le P'tit Fureteur, a vez kavet anezhañ e galleg ivez : Petit guide de généalogie. Une enquête à mener. Des histoires à raconter. (voir notre article)

.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?