Kanañ gant Anne-Marie Gloaguen

Rapport publié le 28/03/10 6:44 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
6p9u92hipqns5yd0.mp4

Brav abadennig Anne-Marie Gloaguen !

Fent, ur bern traoù desket dindan un eurvezh, setu Anne-Marie o teskiñ d'un ugent den bennak a dud e mediaoueg Kemperle kanaouennoù evit gouzout implij kemmadurioù diaes, kaout plijadur, lodennoù ar c'horf, ha meur a doare da ganañ ar memes paozioù ...

Displuñv al laouenan, touchal troad Marjanig, pe c'hoazh kaout un ti e Normandie, ha kanaouennoù farsus evel “an deiz all oan o pourmen / ul laouenanig 'm'oa tapet ...” Brav ha pinvidik oa an abardaevezh, peadra evit tout an dud a blij dezho deskiiñ kanañ, ha reiñ da re all teñzorioù ar c'han hag ar varzhoniezh hengounel...

Peseurt kefeleg a c'hell plantañ pour en ur garreg ? Pe c'hoazh ur gazeg lazhañ laou ? Dre chañs tout an dra-se n'eo ket gaou ....

Gourc'hemennoù da vediaoueg Kemperle, o aozañ evit an trede gwech un abadennig gouestlet d'ar brezhoneg (rimadelloù, lenn istorioù evit ar vugale, kanañ). Gant ma vo kement a nerzh gant mediaouegoù all er vro !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?