Ar film «Marc'h al lorc'h» a vo kinniget e brezhoneg, istitlet e galleg, en Alre, er sinema Les Arcades, d'ar yaoù 1añ a viz Ebrel, da 8e30 da noz.
E 1980 a oa bet savet ar film-se get Claude Chabrol diàr oberenn Per Jakez Hélias, get aktourion vrudet anezhe : Jacques Dufilho, Michel Blanc, François Cluzet, Bernadette Le Saché, Dominique Lavanant...
E galleg a oa bet savet da gentañ, met e 2008 e oa bet advouezhiet e brezhoneg get Brezhoweb, get mouezhioù Marion Guen, Nolwenn Korbell, Manu Mehu, Gilles Pennec, Yann Vijer...
An tem : «Melkoniek eo Pêr-Jakez hag emañ é hunvreal en amzer e vugaleaj, e Breizh. Soñjal a ra en e dad bet kaset d'ar brezel, en e vamm he doa eñ desavet, en e dad-kozh en doa bevet en dienez e vuhez-pad. Soñj mat en deus ivez ag ar c'houlz ma ne oa nemet un dra evit lakaat ar re baour da zelc'her en o sav : al lorc'h an hini a oa». Aozet eo an abadenn sinema-mañ get Kerlenn Sten Kidna, get sikour ar gevredigezh Douar Alré hag ar stal Breizh Ma Bro.
4 € evit mont e barzh - 2 € evit ar re edan 18 vloaz ; ar studierion hag an dud dilabour.
Evit gouiet hiroc'h : 02 97 29 16 58.
■