Kembelioù nevez evit Rannvro Breizh

Communiqué de presse publié le 12/03/10 14:55 dans Elections 2010 par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:2
https://abp.bzh/thumbs/17/17741/17741_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17741/17741_2.jpg

Gant ur c'hellidsteuñv a ur miliardig bennak a euroioù bep bloaz, n'he deus ket Rannvro Breizh muioc'h a bouez eget meurgêr Roazhon pe departamant al Liger-Atlantel. Bro-Skos, dezhi ur million a dud muioc'h eget Breizh, he deus da verañ ur c'hellidsteuñv a 40 miliard a euroioù. Hon engouestl a ya kalz en tu all da stern Rannvro Breizh evel m'emañ bremañ. N'eo ket hon engouestl unan evit Breizh gwan ha mac'hagnet, met evit Breizh pemp departamant, hag atebek war he dibaboù. Bodañ a raimp holl nerzhioù Breizh a-benn tapout kembelioù ouzhpenn, evel ma ro dimp an tu bonreizh Frans 2003.


Da lavarout eo, evit kregiñ ganti :

- kembeli war an Dour, an Endro hag ar Sevenadur ;

- kembeli war an Diorroerezh evit stummañ ar gelennerien ha merañ ar c'helenn divyezhek ;

- mererezh ar C'Hellidoù europat, evit al labour-douar hag ar mor ;

- mererezh ar C'Hretadur kleñved, evel en Elzas.


En em ouestlañ a reomp a-benn mestroniañ an dispignoù hag an telloù. Pep treuzkasadenn kembeli a ranko bezañ graet gant pennaenn an emrenerezh kemedel debarzhet gant ar Stad. En un eil lankad, e ranko Breizh tapout kembelioù all : an Diorroerezh, an Aferioù mor, al Labour-douar, ar Gremmoù.

Programm al listenn : (voir le site)

Blog al listenn : (voir le site)


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.