Guy Hascoët (Europa Ekologiezh Breizh) a respont da Skol Vreizh diwar an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh

Communiqué de presse publié le 11/03/10 18:48 dans Elections 2010 par Jean-René Le Quéau pour Skol Vreizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17718/17616_1.png


Ao. Paolig COMBOT
Prezidant Ar Falz / Skol Vreizh
41, quai de Léon
29600 Morlaix


Roazhon, d'ar 5 a viz Meurzh 2010


Aotrou,

O trugarekaat a reomp evit ho lizher, ha fellout a ra deomp lavar sklaer e gavomp talvoudus-tre labour kevredigezhioù evel Ar Falz ha Skol Vreizh evit ma yafe war-raok an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh.

Klasket hon eus respont d'ar goulennoù ho peus kinniget deomp, amañ da heul. Spi hon eus e vo tu deoc'h ivez lenn hor programm ha kavout ennañ ar respontoù a c'hellfe mankout.

Evel-just ez omp prest da genderc'hel an eskemm ganeoc'h goude an dilennadegoù ivez.

Ma fell deoc'h kaout muioc'h a ditouroù, mar plij lennit hor programm war : (voir le site)

Degemerit, Aotrou, hor gwellañ gourc'hemennoù.

Guy Hascoët
Hag holl skipailh listenn Europa Ekologiezh Breizh


Europa Ekologiezh Breizh
18 straed Victor Hugo
35000 Roazhon – Rennes
infos@europe-ecologie-bretagne.org


Kinnigoù Europa Ekologiezh Breizh evit diorren an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh

Kendalc'het e vo politikerezh skoazell d'an embann ha d'ar skignañ levrioù e brezhoneg pe levrioù e galleg o tennañ da sevenadur pe istor Breizh : skoazell da vont en-dro ar c'hevredigezhioù pe c'hoazh evit ma vefont gwelet er saloñsoù.

Klasket e vo tizhout ul live a efedusted uhel dre labour dielfennañ ar filierenn a zo bet kroget gant an DPKS (EPCC e galleg) Levrioù ha lennadennoù e Breizh.

Dalc'het e vo un diviz digor d'an holl re a gemer perzh d'an embann e brezhoneg pe war dachenn sevenadur Breizh, a-benn kavout asambles an doare gwellañ da suraat dazont ar filierenn - a zo ken pouezhus evit ar yezh.

Ur skouer eus ar raktresoù a c'hello bezañ lakaet e pleustr : a-du omp evit ma vefe embannet ul levr war istor ha sevenadur Breizh evit al liseidi (da skouer). Prometet e oa bet e 2004, ha dilezet gant lodenn vrasañ ar muiañ-niver er Rannvro. Goulenn groñs a reomp evit ma vo kaset da benn ar raktres


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024
ger ebet war broudañ ar skrivagnerien/danvez skrivagnerien da labourat (skoazelloù, labour pedagogel er skolioù…) N'eo ket kenderc'hel gant nann-politikerezh ar rannvro e rankomp ober avat, cheñch penn d'ar vazh ne lâran ket. O kregiñ gant un doare «grenelle an embann brezhonek».
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.