Evit ur politikerezh armerzhel youlek e Breizh

Communiqué de presse publié le 10/03/10 11:52 dans Elections 2010 par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:2
https://abp.bzh/thumbs/17/17699/17699_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17699/17699_2.jpg

Gant an enkadenn he deus kroget e 2008 eo bet gwallgaset kalz gennadoù armerzhel e Breizh, ar sevel-tiez, al labourioù foran, produiñ kirri, al labour-douar, ar peskerezh…gant an holl embregerezhioù a zo aet da get, ha kresk an dilabour. Siwazh he deus an enkadenn diskouezet deomp ivez tuioù gwan frammadurel hon ekonomiezh : ne vez ket rakwelet ar cheñchamantoù, ar vro n'eo ket gwall zigor ouzh ar bed, gwan e vez frammadurioù arc'hantel an embregerezhioù, kalz re a embregerezhioù izel o zalvoudegezh ouzhpennet a zo, berr eo ar gallusted nevezadur...

Ar Rannvro, a "genurzh obererezhioù diorren armerzhel ar strollegezhioù lec'hel hag o c'henstrolladurioù" abaoe lezenn miz Eost 2004, n'eo ket bet gouest d'hen ober e Breizh. Kemeromp un nebeut skouerioù aes :

An nevezadur a ra 1,64% eus ar Produadur Diabarzh Kriz (PDK), pell eus pal 3% termenet gant Unaniezh Europa e Lisbon, setu emañ Breizh er 66vet renk nemetken e rannvroioù Europa ; Ezporzhiadurioù embregerezhioù Breizh ne ra nemet un tamm muioc'h evit 2% eus an holl ezporzhiadurioù e Bro-C'hall, setu emaomp er 15vet renk e rannvroioù Bro-C'hall, hep gwir araokaenn abaoe bloavezhioù ; Gant ar PDK dre annezad emaomp e 139vet renk rannvroioù Europa, da lavarout eo dindan keitadenn Europa, hag o tiskenn emaomp abaoe 2002 ;

Neuze, ret eo stadañ eo gwall zipitus an disoc'hoù, ha dreist-holl digalonus evit an dazont. An tu kreñv er c'huzul rannvro bet n'en deus ket muzuliet pegen pouezus eo an dae-se evit dazont Breizh, ha komprenus eo e chomfe ken mut gant disoc'hoù ken mezhek. Evit a sell an tu eneb (an UMP), feal eo ouzh ar patrom jakobin a zo berr e anal.

Evidomp-ni e nac'homp an daou donkadur-se, ha kinnig a reomp implijout meur a venveg en un doare youlek :

- En em harpañ ouzh emrenerezh nevez skolioù-meur Breizh evit dibab raktresoù klaskerezh strategel a-benn 5 pe 10 vloaz : an energiezhioù glas, an teknikoù gounezoniel padus, ar pellgehentiñ, ar vevdeknologiezh.. ;

- Kaout ur politikerezh kalz youlekoc'h evit kreñvaat kevalaoù piaouel an embregerezhioù bihan ha krenn, evit m'o defe ar ment ret en Europa ;

- Kengreizañ programmoù ar skoazell bublik war an embregerezhioù gant kreizennoù diviz e Breizh, er polioù kevaezañ peurgetket, hag evit an embregerezhioù bihan ha krenn o kreskiñ;

- Adspisaat ur politikerezh etrebroadelur buan armerzh Breizh, a zo bremañ tanavet etre obererien a ra fae an eil war egile, pe a genstriv an eil gant egile: Bretagne International hag ar c'hambroù koñsulel.

- Adunaniñ Breizh evit implijout klokausted anat barregezhioù ar c'hêrioù bras hag an diazadoù greantel : Brest, Roazhon, Naoned-Sant-Nazer, An Oriant, Sant-Brieg, evit a sell ar bevdeknologiezhioù, krouiñ ar meziantoù, energiezhioù ar mor….

- Adspisaat tuioù pennañ ar stummañ micherel, dispign pennañ ar Rannvro, evit rakwelet ar cheñchamantoù teknologel ha gant-se gwareziñ gwelloc'h padusted an implijoù e Breizh. ;

- Kadarnaat levierezh ar Rannvro e-keñver an diorren armerzhel, ha lakaat he galloudoù da ledanaat evit mirout ar galloudoù da vezañ strewet evel bremañ, ar pezh a dalvez gwasterezh hag ober diefedus etre an departamantoù, ar c'humunioù hag ar c'humuniezhioù kumunioù ;

Evel ma tiskouez studiadenn nevez an armerzhour Nicolas Bouzou (« Renforcer le rôle économique des régions », "Kreñvaat perzh armerzhel ar rannvroioù"), emañ ar Rannvroioù e-kreiz an diorren armerzhel, dreist-holl e-pad un enkadenn, ma vez efedusoc'h ober tostoc'h eus ar pemdez hag eus an dud. Diskouez a ra ivez e lak digreizennañ dister Bro-C'hall, hervez ar BAK Basel Economics, un harp d'an dra-se, en ur ziouver an ober-mañ eus galloudoù par da re rannvroioù meur Europa. Soñjal a reomp eveltañ ha kendrec'het omp ez eus gant ar broioù bihan pe ar rannvroioù kreñv o identelezh un emsav a-bouez, evit a sell ar reaktivded hag ar primded peurgetket. Neuze, hervez ur studiadenn etrebroadel all gant Thomson Reuters diwar-benn ar vegenn skiantel, emañ Bro-C'hall er 15vet renk, pell a-dreñv Bro-Suis, Bro-Danmark, Bro-Skos, Bro-Finland pe Israel.

Diouer a zo e Breizh eus ur youl politikel dizalc'hiezh diouzh ar patrom nevez-jakobin gall, a ziskouez splann e vevennoù koulskoude. Ar stad, deuet da vezañ divadoù, ne c'hell touellañ an holl ken, hag a harp an ekonomiezh gant an endleadur nemetken, ar pezh a zegaso kalz dilerc'hioù. Krediñ a reomp e c'hell bezañ eus ur politikerezh all. Rankout a reomp kaout ar youl-se evit Breizh, hini un nerzh adkavet.

Yves Pelle eil maer Erge-ar-Mor, danvez-dilennad evit Strollad Breizh el listenn "Ni ho savo Breizh"

Programm al listenn (voir le site)

Blog Strollad Breizh (voir le site) Blog al listenn www.nousteferonsbretagne.org


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.