Ofis ar Brezhoneg a zo laouen ouzh ho pediñ d'an emvod ma vo kinniget deoc'h :
D'ar Gwener 19 a viz Meurzh 2010, da 6e abardaez, e Montroulez, e ti Skol Vreizh, 41 kae Leon (bet savadurioù ar Manu).
Diagnostik stad ar brezhoneg e Bro Montroulez :
E 2004 e oa bet savet diagnostik kentañ Bro Montroulez. C'Hwec'h vloaz goude ez embann Arsellva Ofis ar Brezhoneg un diagnostik nevez a ziskouez hag a zielfenn emdroadurioù stad ar brezhoneg er vro-mañ.
Kement dachenn a denn d'ar yezh a zo bet studiet : an deskadurezh er skolioù, ar c'helenn d'an dud deuet, an dudi, ar vuhez publik…
Laouen e vefe tud an Ofis oc'h eskemm ganeoc'h war an emdroadurioù liesseurt a c'heller merzout o tielfennañ ar mankoù a chom c'hoazh koulz hag an araokadennoù, a-benn kompren mat e pelec'h emañ an ezhommoù ha penaos respont dezho.
.
■