Ni ho savo Breizh : Diorren an dezougen dre an hent-houarn, dre vor, dre zouar...

Communiqué de presse publié le 6/03/10 9:39 dans Elections 2010 par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:2
https://abp.bzh/thumbs/17/17649/17649_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17649/17649_2.png

Dre an hent-houarn.

Dre m'he deus gwir d'e ober, e rank rannvro Breizh kenderc'hel da harpañ an dezougen dre an hent-houarn en ur zegas gwellaennoù e rouedad diabarzh Breizh, hag en ur grouiñ bleinoù liesvodel e porzhioùhouarn Breizh. Soñjal a ra dimp ez eo d'ar Stad da bostañ ar 650 M€ evit al linenn tizh bras etre Roazhon ha Paris ha n'eo ket d'ar Rannvro, berrek ma'z eo ar arc'hant ganti. Harpañ a raimp ar raklun tren tizh bras (TTB/TGV) treuzlinenn Roazhon/Naoned/Poitiers da Lyon hep tremen dre Baris.


Dre vor.

He c'hembeli war ar porzhioù-mor a zle lakaat ar Rannvro da ren ur politikerezh uhelek evit diorren an obererezhioù er porzhioù, en ur zigeriñ gourmorhentoù e sell da adreiñ da Vreizh he ment etrebroadel war vor. Da skouer, kadarnaat ar c'hehentoù etre Mouster-al-Loc'h ha Vigo ha Gijon e Spagn. (Gourmorhent : hent dre vor evit ar varc'hadourezh, an dud hag ar sammgirri ivez).


Dre zouar.

Rannvro Breizh hag an departamantoù a zle pouezañ war ar Stad evit ma vo peurgaset da benn rouedad an hentoù, peurgetket, evit tremen dre greiz Breizh, an hent broadel 164 hag ivez degas gwellaennoù en hentoù diadreuz.


Dre aer.

Lakaat aerborzhioù Breizh da vezañ dedennusoc'h.



(voir le site)

hag ivez

(voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.