Bro Skos, war hent ar frankiz

Communiqué de presse publié le 6/03/10 9:18 dans Politique par Gérard Olliéric pour Gérard Olliéric

D'ar 25 a viz C'Hwevrer eo bet embannet gant gouarnamant Bro-Skos, renet gant Alex Salmond eus ar Scottish National Party (Strollad Broadel Skos) ur raktres referendom evit ledanaat galloudoù Parlamant Skos.

Laouen eo Strollad Breizh gant an degouezh-mañ, a zo ur prantad nevez e mererezh emren Bro-Skos, da heul un argerzh dereiñ deuet brav e peoc'h.

Sinet o doa Bro-Skos ha Bro-Saoz un emglev unaniezh e 1707, o krouiñ eta Rouantelezh Unanet Breizh-Veur. Gant ar skrid-mañ e kolle Bro-Skos he Farlamant, hag ivez pep galloud a oa ganti, e-kerzh Londrez. E 1999 nemetken eo e voe adsavet Parlamant Skos, a-drugarez da strivoù ar Scottish National Party peurgetket, a oa deuet da vezañ poblekoc'h-poblekañ adalek ar bloavezhioù 1970. Ha bremañ, 11 vloaz goude an adreizhadur-se, e kendalc'h Bro-Skos an hent war-zu an dizalc'hiezh.

Skouerius eo keñveriañ ar argerzh-mañ gant hini Breizh : e 1532, e voe staget Breizh ouzh rouantelezh Bro-C'hall, kollet ganti pep ensavadur emren e 1789. Abaoe, n'eus bet paouezet gant gouarnamant Bro-C'hall rannañ hor vro, ha lakaat anezhi da vezañ gwanoc'h, evit mougañ pep goulenn evit an emrenerezh. Hiziv c'hoazh n'eus ket tu da geñveriañ Kuzul Rannvro Breizh (kollet gantañ ur bempvedenn eus e diriad) gant Parlamant Skos : galloudoù evit ar mererezh melestradurel nemetken, hep an tu da ziviz na da lakaat e pleustr ur gwir politikerezh diorroerezh, hag ar budjed daou-ugent gwezh izeloc'h hag hini Bro-Skos.

Pell emañ Breizh c'hoazh diouzh stad Skos, met deomp-ni eo da grogiñ ganti ha da dapout krog e-barzh hon interestoù, bremañ. Evit se, votit niverus d'ar 14 a viz Meurzh evit al listenn «Ni ho savo Breizh», al listenn nemeti a vez ganti un huñvre evit Breizh, an hini nemeti o vezañ war dachenn Vreizh a-bezh.

Evit Strollad Breizh, Alexandre Delin

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?