Divizet eo bet gant Stumdi kinnig bep bloaz ur prantad stummadur uhel war ar brezhoneg, eus miz Ebrel da viz Gouere - eus ar 7 a viz Ebrel 2010 d'an 9 a viz Gouere 2010 er bloaz-mañ - e Landerne hag e Plañvour.
Ar stummadur-mañ, an hini kentañ a'r seurt-se e brezhoneg, zo e bal reiñ tu bep bloaz d'ar stajidi, brezhonegerien anezho, da wellaat kalzik o live yezh ha da vestroniañ anezhi e kement degouezh zo, koulz dre skrid ha dre gomz.
Berzh a ra ar stummadur hag eo kazi klok an enskrivadurioù war an daou lec'h.
Chom a ra un nebeut plasoù c'hoazh !
■