Dilennadegoù-rannvro 2010 : war-zu adunanidigezh Breizh

publié le 24/02/10 1:31 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:3
https://abp.bzh/thumbs/17/17501/17501_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17501/17501_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17501/17501_3.png

Evel un arouez e oa bet aozet Dilun un emvod-labour gant 5 penn al listennoù "Ni ho savo Breizh", e Sant-Nikolas-Redon, war "harz" etre ar rannvroioù Breizh ha "Broioù-al-Liger". Kaoz a oa eus ar pezh a vo graet da gentañ da-heul an dilennadegoù-rannvro evit bountañ da vat adunanidigezh Breizh.

Evel m'eo bet disklêriet gant Kristian Troadeg, penn al listenn e Rannvro Breizh, ha Jacky Flippot, penn al listenn el Liger-Atlantel, e rank an adunanidigezh-mañ degouezhout ar buanañ ar gwellañ. 194 danvez-dilennad "Ni ho savo Breizh" a zo engouestlet sklaer evit kement-se en ur nac'hañ pep diskoulm douetus, diazezet war komisionoù na servij da netra pe war engouestloù pilpouz.

Lakaet e vez e pleustr an adunanidigezh-mañ gant "Ni ho savo Breizh", dre m'eo al listenn nemeti a zo war ar renk er pemp departamant, gant an hevelep programm. Ha n'eo ket hetoù ar strolladoù er galloud evel ar PS, an UMP pe Europa Ekologiezh a ray tra heverzh ebet evit adunaniñ pemp departamant Breizh, nag evit ma vo ar 4 milion 400.000 annezad a Vreizh bodet en un hevelep strollegezh.

Echu koulz ar pilpouzerezh hag al lavarennoù daou du : "Ni ho savo Breizh" gant engouestl e 194 danvez-dilennad a ra eus an adunanidigezh un elfenn n'haller ket c'hoari an dro dezhañ e-barzh ar c'houlzad 2010. Nemet an dud hegredik a c'hello bezañ kendrec'het gant displegadennoù diveizus listennoù ar PS, an UMP ha Europa Ekologiezh.

Ouzhpenn-se e galv 5 penn al listennoù "Ni ho savo Breizh" an holl da gemer perzh er freskennad tud aozet d'ar Sadorn 27 a viz C'Hwevrer e Naoned gant Breizh Unvan ha 44=BZH diwar-benn an adunanidigezh.


Evit "Ni ho savo Breizh", Emil Granville, eil maer Redon, penn listenn an Il-ha-Gwilen

(voir le site) hag (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.