Diwall er Festival : pezh c'hoari nevez Strollad C'Hoarivari

Rapport publié le 23/02/10 6:14 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/17/17482/17482_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/17/17482/17482_2.jpg

Goude «An Oaled» (Roparzh Hemon), «Troioù kamm Skapin» (Molière), «Malachap story» (Obaldia), setu ar Strollad C'Hoarivari o kinnig ur pezh c'hoari skrivet ganto «Diwall er Festival».

Ur serial killer a zo er Festival : lazhet eo bet gantañ 5 penn-soner (ar vre vrudetañ : Kemper, Lokoal-Mendon, Cap Caval ...) ha den ebet ne oar piv en deus graet an torfed : ar paour gaezh gomiserez (c'hoariet gant Armelle Boulle), ne zeu ket a-benn da gaout un diskoulm daoust d'al lizhiri disanv a vez kaset dezhi ingal, d'un enseller, ha dreist-holl d'ur poliser a gav hir e amzer hag a zo c'hoariet mat-tre gant .

Seizh c'hoarier, ur burev er c'homiserdi a ziskouez mat bed ar polis hiziv an deiz. Aergelc'h ar festival gant sonerezh binioù bras klevet ingal, pennadoù fentus gant Yvonig Toulleg (Marilou Pochic) a ziskouez ul lodenn vat deus tud ar festival a blij dezho riboulat, kanañ, mont d'ar c'hoop bio, ha bevañ gant nebeut a dra.

Gourc'hemennoù d'ar skipailh ha d'al leurennerez Yvette Brustiec : ne vez ket gwelet aliez hiziv an deiz e bedig bed ar c'hoariva e brezhoneg ur pezh c'hoari krouet a-stroll (4 skrivagner). Gant ma vo pedet ar strollad un tammig e pep lec'h e Breizh, evit lakaat da glevout brezhoneg saourus bro Gwened gant an holl !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?