Staj : un dibenn-sizhun e brezhoneg d'an 13 ha d'ar 14 a viz Meurzh

Communiqué de presse publié le 22/02/10 15:14 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz
t:3
https://abp.bzh/thumbs/17/17474/17474_1.jpg
Ar greizenn "Ar Gorriganed" er Poulgwenn (savadur "Thalassa")
https://abp.bzh/thumbs/17/17474/17474_2.jpg
Ar greizenn "Ar Gorriganed" er Poulgwenn (savadur "Marc'h-mor")
https://abp.bzh/thumbs/17/17474/17788_1.png

Evidoc'h, ho familh pe ho mignoned e vo kinniget gant ar gevredigezh "Kentelioù an Noz" ur staj brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun d'ar Sadorn 13 ha d'ar Sul 14 a viz Meurzh, e kreizenn ar Gorriganed, er Poulgwenn (44).

Ur staj 7 eurvezh kentelioù hag evit 4 live war 2 zevezh, abadennoù dudi ha predoù asambles... setu peadra da vont war-raok gant ho prezhoneg !

N'eo ket savet ar staj diwar an hentennoù implijet er c'hentelioù-noz : kaset e vo c'hoarioù ha sketchoù graet a-ratozh, gant stummerien a oar diouzh ar c'helenn d'an dud deuet.

Deuet mat e vo ar vugale etre 4 ha 12 vloaz ivez, Damaris, ar vuhezourez a raio war o zro e brezhoneg.

Ar programm :

  • D'ar Sadorn >> 1e30 : degemer / 2e-3e45 : kentel gentañ / 3e45-4e : ehan / 4e-5e30 : eil kentel / 6e30-7e : dañs ha kanaouennoù / 7e-8e30 : koan / 9e : beilhadeg.
  • D'ar Sul >> 8e30-10e : lein / 10e-12e : trede kentel / 12e-12e30 : kanaouennoù / 12e30-1e30 : merenn / 1e30-3e30 : pevare kentel / 3e30-4e : adverenn evit echuiñ gant ar staj.

    Al lec'h : 13 bali ar Golf er Poulgwenn, kreizenn vakañsoù ha dudioù « Ar Gorriganed » (sellit ouzh ar luc'hskeudennoù). E Sant-Nazer, kit gant hent Gwenrann hag hent Ar Poulgwenn. Eus an ti-gar, kit gant hent Bourc'h-Baz/Ar Groazig a-hed an aod. E traoñ ur c'hastell-dour emañ ar greizenn.

    Ar priz : - Staj 2 zevezh + pañsion klok : 65 €. Priz izel : 45 € (studierien, tud dilabour). Prizioù a vo kinniget ivez d'ar c'houbladoù ha d'ar familhoù enskrivet d'ar staj. - Staj 2 zevezh + pred hep bod : 55 €. - Staj 1 devezh + ur pred : 45 €. - Buhezerezh/bugel 1 devezh : 15 €. - Buhezerezh/bugel 2 zevezh : 40€ (pred pe/gant bod).

    Titouroù hag enskrivadur :
    Da aesaat aozadur ar staj, trugarez deoc'h da lakaat hoc'h anv an abretañ ar gwellañ da : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74.


  • Vos commentaires :
    Lundi 13 mai 2024

    Écrire un commentaire :

    Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

    Combien font 8 multiplié par 7 ?
    Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.