Ni ho savo Breizh : An Aotrou Bechu (UMP) a ra komisionoù

Communiqué de presse publié le 22/02/10 10:02 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17471/17471_2.jpg

.

A-drugarez d'al listenn "Ni ho savo Breizh" emañ kudenn adaozañ an tiriadoù e-kreiz an dilennadegoù-rannvro bremañ. An holl listennoù a ranko reiñ o soñj diwar-benn an afer-se.

Respont a reomp da zanvez-dilennad an UMP n'hon eus ket c'hoant kaout ur ped komision warn-ugent a vo laouen o tagañ kudenn adunanidigezh Breizh. Gwell e vefe deomp e respontje a-benn ar fin d'ar c'hinnig lavaret meur a wezh krouiñ 4 rannvro greñv e-lec'h 6 rannvro wan e Kornôg Bro-C'hall, gant Breizh hag an Normandi adunanet, ur rannvro Vañde-Poitou-Charentes, hag unan evit Traoñienn al Liger, a bodfe Añjev, Tours ha Le Mans.

Setu perak eo bet dibabet gant "Ni ho savo Breizh" – kaset da benn gant Kristian Troadeg ha Jacky Flippot – kinnig an hevelep programm e Rannvro Breizh hag el Liger-Atlantel, oc'h ober foei war an dispartioù melestradurel bountet gant Pariz. Ur programm ma c'hello an holl Vretonezed ha Vretoned ar pemp departamant diorroiñ heson o ziriadoù gantañ.

Ar gomision nemeti omp dedennet ganti eo Komision Europa, a rento justis deomp en ur c'houlenn - gant harp Parlamant Europa - da Vro-C'Hall ma vo doujet da volontez ar Vretoned.

Evit "Ni ho savo Breizh", Jacky Flippot, penn listenn al Liger-Atlantel
Darempred : 06 81 36 67 43


(voir le site) blog Ni ho savo Breizh ;

(voir le site) Strollad Breizh/Parti Breton ;

(voir le site) : ar bajenn "Ni ho savo Breizh" war Facebook

(voir le site) : pajenn Twitter Strollad Breizh.

.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.