An Dasson 71 a zo deuet er maez : kartenn wenn da bPatrig Drean

Revue de Magazine publié le 22/02/10 4:57 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/17/17466/17466_1.jpg

Deuet eo er-maez niverenn 71 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad a-ziàr-benn Patrig Drean : danevelloù, barzhonegoù (haïkouioù), notennoù a-ziàr an natur, frazennoù bet dastumet getañ, hag un atersadenn e-lec'h ma tispleg perak en deus desket brezhoneg hag e soñjoù àr ar yezhoù, hag àr an natur.

A Vrec'h a orin, Patrig Drean a zo ezel a Gerlenn Sten Kidna abaoe dek vloaz. War dachenn ar brezhoneg en deus labouret kalz : dastumet en deus brezhoneg get ar re gozh, brezhonegerion a-vihan, ha mod-se en deus desket ur bochad traoù. Kelenner brezhoneg eo ivez. Embann a ra pennadoù, barzhonegoù, ba' kazetennoù all ha skrivañ a ra sonennoù ivez. Ur gazetenn metafizikel ha fentus en deus savet: «An tamm papir», a vez embannet ur wezh an amzer. Hag ur blog ivez anvet Kelionenn.

Patrig Drean a zo ur brezhonegour yaouank hag a labour kalzik evit ar brezhoneg. Kariñ a ra ivez an natur, hag ar yezhoù dre vraz : «Ar yezhoù a zo brasoc'h evit an dud : den ebet a c'hell lâret e ouia razh an traoù en e yezh. (...) Evel evit an natur : n'heller ket deskiñ razh an traoù, ne vo ket james din anavezout tout ar plantennoù, ha gwell a-se». «Lies e vez gwelet plantennoù é klask sevel ha gober frouezh e lec'hioù sec'h, àr ar mein... Ar yezhoù a zo un tammig evel-se ivez», eme bPatrig Drean. Ma faota deoc'h gouiet muioc'h prenit An Dasson n° 71.

40 pajenn, divyezhek. An Dasson niverenn 71 a vez gwerzhet e stalioù levrioù : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré) ; stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré) ; pe e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré
5 € an tamm (7 € dre lizher).
Pellgomz : 02 97 29 16 58
(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?