Bodad-lenn e brezhoneg e Sant-Ervlan

Communiqué de presse publié le 20/02/10 14:56 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/17/17451/17477_2.jpg
"Ur vouezh er vorenn" gant Ronan Huon (Al Liamm).
https://abp.bzh/thumbs/17/17451/17451_1.jpg
An damez pikez gant Pouchkin (Skol Vreizh).
https://abp.bzh/thumbs/17/17451/17788_1.png

Daou levr a vo eskemmet diwar o fenn : «Ur vouezh er vorenn» gant Ronan Huon hag «An damez pikez» gant Pouchkin bet lakaet e brezhoneg gant Jakeza Al Lae.

Emgav aozet gant Kentelioù an Noz d'an 10 a viz Ebrel da 10 e e KDSK, Kreizenn Yezhoù-ha-Sevenadur e Sant-Ervlan.
Buhezour : Pierre-Emmanuel Marais
Priz kemer perzh evit ar bloaz : 15 euro.
Enskrivadur ha titouroù : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74.



«Ur vouezh er vorenn»

Nav danevell war an digenvez ar mab-den.

Levr embannet gant Al Liamm : (voir le site)

«An damez pikez»

E Sant-Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù kenken. Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : gouzout a ra homañ pere eo an teir c'hartenn drec'h ! Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ? N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket engortoz divizout gant un tasmant, avat !

Levr embannet gant Skol Vreizh : (voir le site)


Vos commentaires :
Renée Mazé
Vendredi 15 novembre 2024
Bonjour,

Hag e galleg petra a ro ? J'espère que vous publierez aussi en français. Si vous voulez faire venir de nouvelles personnes à la langue bretonne, je trouve que vous devriez aussi annoncer cette réunion en français.

A galon


Maxime Malette
Vendredi 15 novembre 2024
Demat deoc'h,

Gwir eo ar mennozh-se It. Mazé. Gallout a rit lenn ar gemennadenn-mañ e galleg ivez bremañ.

A galon, Maxime Malette Besprezidant


Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 8 ?