il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /1743.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Bloavezh mat aotrou Auxiette ! Evit ar bloaz nevez a-benn kas hon gwellañ hetoù da enebourien Breizh unvan, ar strollad 44=BZH a embann bezañ amprestet panellioù 44 barrez eus al Liger-Atlantel. Ar 44 banell zo bet roet en-dro en ur stad vat hiziv, ar sadorn 22 a viz geñver e Sant-Juluan-Kankell e Bro Gwinieg Breizh war ribl al Liger. Kement-mañ zo bet graet a-benn klemm deus disparti al Liger-Atlantel deus peurrest Breizh hag a-benn klemm deus politikerezh kuzul-meur al Liger-Atlantel war ar yezhoù Breizh. Hiziv an deiz tud kuzul rannvro Breizh (4 departamant) o deus anavezet e oa ar Brezhoneg hag ar Galloeg div yezh anaezh hag o deus prometet kregiñ e-barzh a-benn kas war-raok div yezh ar vro. Padal tud kuzul meur al Liger-Atlantel na reont mann ebet hag e talc'hont da vont diouzh hent broioù toullet al liger, da lavaret eo distruj tamm ha tamm kement tra a ra deus al Liger-Atlantel un tamm deus Breizh. Goulenn a reomp strizh 'vefe lakaet war wel ar Brezhoneg hag ar Galloeg, div yezh ar vro, e kement parrez deus al Liger-Atlantel. Goulenn a reomp ivez 'vefe adunvanet Breizh diouzhtu !

le la les un de a au des une


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.