Ni ho savo Breizh : perak skorañ al listenn ?

Communiqué de presse publié le 17/02/10 8:55 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17422/17422_1.png

Kalz ac'hanomp a labour, a stourm evit sikour savidigezh meur a raktres breizhat. Reoù all c'hoazh o deus huñvreoù.

Dreist an diforc'hioù etrezomp emañ an hevelep pal ganeomp : Breizh.

Betek ar 14 hag ar 21 a viz Meurzh 2010 e vo Breizh e-kreiz an holl brezegennoù, an holl ouestloù. Anavezout a reomp ar re na zoujont ket d'o gouestloù, a zo bet touet meur a wezh koulskoude!

Anavezout a reomp ivez ar re a bleg da greizennerezh Pariz, ha n'int ket evit en em zistagañ dioutañ.

Hol listenn "Ni ho savo Breizh" a zo digor. Bodañ a ra maouezed ha gwazed o deus ur c'hoant boutin, dreist d'ar c'helennadurezhioù diforc'hus.

Ma tasson ho kalon gant Breizh, laoskit ac'hanoc'h bezañ kaset ganti, ha dont da vodañ hon aduidi.

M'oc'h levezonet gant ar reizhpoell, kemerit an amzer da lenn hor programm.

Kemerit ivez an amzer d'ober anaoudegezh gant danvez-dilennidi ar pemp departamant. Kalz anezho a zo en em ouestlet, abaoe pell pe n'eus ket ken pell zo, e servij Breizh, e tachennoù sokial, sevenadurel, armerzhel, c'hweluniadel, lec'hel pe rannvroel.

Dont e-barzh hon aduidi n'eo ket bezañ ganeomp hepmuiken. Evidomp eo kennerzhus. Talvezout a ra ez eus un heklev gant hor c'hinnigoù hag hor youl.

Degemer a raimp ac'hanoc'h gant kalz a blijadur.

Andrev Lavanant, Franck Darcel

Darempred: ntfb@aliceadsl.fr Lec'hienn : (voir le site)


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.