Emglev SWIFT : Strollad Breizh a c'hourc'hemenn Parlamant Europa evit e veto

Communiqué de presse publié le 16/02/10 12:01 dans Politique par Gérard Olliéric pour Gérard Olliéric

Strollad Breizh a c'hourc'hemenn Parlamant Europa evit bezañ nac'het da asantiñ emglev SWIFT, a roje ar gwir da velestradur ar Stadoù Unanet da dapout krog, evit talañ ouzh ar sponterezh sañset, war titouroù-bank keodedourien Unaniezh Europa. Gant ar vouezhiadenn-mañ e wared Parlamant Europa ar gwirioù diazez hag ar vuhez prevez, ur wezh c'hoazh.

M'eo hollret ar c'henober etrebroadel a-enep ar sponterezh, eo ken pouezus ha se kaout ur c'hempouez etre ar redi a surentez hag ar frankiz unanel ; hogen, sklaer eo, ar c'hempouez-mañ a oa en arvar gant emglev SWIFT.

Ouzhpenn-se eo laouen Strollad Breizh o welout Parlamant Europa o kadarniñ daoust da wask ar stadoù ha Kengor Europa evit lakaat an destenn-se da vezañ asantet.

Fellout a ra da Strollad Breizh degas soñj eo a-drugarez da emglev Lisbon e c'hell Parlamant Europa kaout ur roll kontrollerezh demokratel ha reiñ e veto war un emglev etrebroadel.

Evit Strollad Breizh, ar mouezh-aotreet, Émile Granville


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?