Embannet listenn Ni ho savo Breizh al Liger-Atlantel, e Naoned

publié le 16/02/10 11:50 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:2
https://abp.bzh/thumbs/17/17408/17408_1.jpg
Tieri Jamet ; Gaidig Lavanant ; Jean-Claude Rivallain eil presidant Strollad Breizh ha Jacky Flippot penn-listenn Ni ho savo Breizh el Liger Atlantel.
https://abp.bzh/thumbs/17/17408/17408_2.png

Jacky Flippot, penn al listenn "Ni ho savo Breizh" el Liger-Atlantel, hag e genseurted Christine David, Tieri Jamet ha Gaidig Lavanant, o deus embannet d'an 12 a viz C'Hwevrer listenn peurechu an danvez-dilennidi evit al Liger-Atlantel da geñver dilennadegoù rannvro ar 14 hag ar 21 a viz Meurzh, e prefeti Naoned.

Listennoù ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire hag ar Vañde zo bet embannet war ar memes tro, dre-se e kinnig al listenn "Ni ho savo Breizh" 194 maouez ha gwaz war an div rannvro melestradurel "Breizh" ha "Broioù-al-Liger". Evel-se e c'hello hon danvez-dilennidi ober ar c'houlzad-kabaliñ dreist d'an harzoù melestradurel, war pemp departamant Breizh, gant an hevelep anv-listenn hag an hevelep programm.

Hor c'hoant da unaniñ an tiriadoù hag an dud a zo bet klevet gant kalz a dud el Liger-Atlantel, koulz maouezeg ha gwazed, re yaouank pe re goshoc'h, a bep seurt orin geografel, sokial pe vicherel. Dasskediñ a ra hol listenn ar c'hempouezoù-se.

N'eus ket bet tu ganeomp lakaat an holl e listenn ar "Broioù-al-Liger" (103 danvez-dilennad, hanter vaouezed, hanter wazed) met fellout a ra deomp trugarekaat anezho kreñv, ha lavarout eo holl a-unan e kendalc'homp gant koulzad-kabaliñ "Ni ho savo Breizh" el Liger-Atlantel.

Evit kemer perzh ennañ e c'hellit daremprediñ gant Mathieu Guihard war 06 26 26 60 23 pe Jacky Flippot war 06 81 36 67 43.

Skrivañ a c'hellit neuze an emgavioù-se e-barzh ho teiziataer :

- Merc'her 17 a viz C'Hwevrer : pedet eo Jacky Flippot gant abadenn geleier Frañs 3 PDL da 7 eur noz ;

- Yaou 18 a viz C'Hwevrer : sonadeg-emvod e sal ar Cité e Roazhon da 8 eur noz, gant an holl arzourien a skor Ni ho savo Breizh ;

- Merc'her 24 a viz C'Hwevrer : emvod publik sal an oaled-preti e Kastell-Briant (e-kichen ar c'hastell, e-tal plasenn al Leurennoù) da 8 eur noz ;

- Yaou 25 a viz C'Hwevrer : emvod publik sal ar Champs de Foire (e-kichen straed Bertin) e Klison da 8 eur noz ;

- Meurzh 2 a viz Meurzh : emvod e sal Breizh, 23 straed Villebois-Mareuil e Naoned, da 8 eur noz ;

- Merc'her 3 a viz Meurzh : emvod sal Agora, straed Albert de Mun e Sant-Nazer da 8 eur noz ;

- Meurzh 9 a viz Meurzh : emvod publik e local-club, champs de foire, plasenn Jollan de Clerville e Blaen da 8 eur noz.

- Sulioù 14 ha 21 a viz Meurzh : kentañ hag eil tro an dilennadegoù-rannvro.

Notit : aozet e vo emvodoù publik en Ankiniz ha Pornizh ivez.


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.