Dismantrañ kreizenn Brenniliz. Ha ret eo gortoz gwallreuz evit oberiañ ?

Communiqué de presse publié le 15/02/10 20:41 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17400/17353_1.png

D'ar Yaou 11 a viz C'Hwevrer 2010

An darvoud diwezhañ e kreizenn nukleel Brenniliz – 32 fustad dafar tost da skinoberiantiz a vefe bet sanailhet a-dreuz – a lak ac'hanon da adlavarout ar pezh am boa touet e-pad un emvod publik aozet gant ar CLI (Kengor Lec'hel Titouroù) ha renerien EDF e miz Kerzu e Lokeored.

Gwir eo e tegas an dismantrañ pinvidigezh da barrezioù ar Menez Are, dre ar postoù-labour a ya da heul, hogen arabat eo e vefe an dismantrañ-se arvarus evit ar c'hopraerien hag an annezidi.

Abalamour d'an darvoud-se e choman war evezh hag e rankan diwall. Adc'houlenn a ran d'ar CLI da adwelet e ziviz, kontrol da danvez-dilennidi "ekologour" zo, n'o doa lavaret tra diwar-benn se, ha da adkregiñ gant an dismantrañ nemet pa vo trawalc'h a surentez evit an dud koulz hag evit an endro.

Gouizieien dizalc'h da vat a rank bezañ anvet evit gallout heuliañ labour ar c'hopraerien bemdez e-pad an dismantrañ ha war an dachenn, ouzhpenn ar gwiriadurioù a vez graet a-benn-kaer hag an dielfennadurioù a vo ret. Evel-se nemetken eo e vo graet an dismantrañ en un doare a c'hell bezañ degemeret. Ha ret eo gortoz gwallreuz evit oberiañ ?

Kristian Troadeg, maer Karaez, penn al listenn "Ni ho savo Breizh" da geñver an dilennadegoù-rannvro

(voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.