Identelezh broadel : enepkinnigoù ar Vretoned Yaouank evit un anaoudegezh gwelloc'h eus an derezioù broadel hag europeat

Communiqué de presse publié le 14/02/10 3:20 dans Politique par Gérard Olliéric pour Parti breton
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17382/17382_1.gif

E touezh ar 14 kinnig eus F. Fillon o klozañ tabut an identelezh broadel, un niver bras anezho a sell ouzh ar yaouankiz. Kendrec'het gant ar mennozh eo a-bouezh evit ar re yaouank :

– Mont dreist ar framm gall evit en em zigeriñ war-eeun war Europa hag ar bed ;

– Kaout an tu da anavezout e vro hep brigadennerezh diyac'h ;

– Degemer un deskadurezh kempouezh hep diouer diwar-benn gouiziegezhioù zo e anv ideologiezh ar Stad.


Nac'h a ra strollad Ar Vretoned Yaouank kinnigoù F. Fillon a broud d'ur c'hilbleg war un identelezh gall rediet. Degas a reer 10 enepkinnig evit kempouezhañ ha reiñ an tu d'anavezout gwelloc'h an derezioù broadel hag dreistbroadel.


An oberoù-mañ a vez lennet dre ur c'hoant d'anavezout war hir-dermen un identelezh breizhek, barzh framm ur c'heodedouriezh european.

1) Kelenn d'ar yaouankizoù mont-en-dro Unvaniezh Europa hag e liammoù gant an derezioù izeloc'h e touez ar c'hentelioù istor ;

2) Reiñ an tu d'ar yaouankizoù da weladenniñ ur wech Parlamant Europa pe ar C'Huzul european ;

3) Skritelliñ en holl klasoù Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den hag karta gwirioù-diazez Unvaniezh Europa ;

4) Reiñ an tu d'ar yaouankizoù da studiañ en estrenvro e pad ur c'hwec'hmiziad e kerz ar Skol-veur pe d'ober eskemmoù d'al live european el lise. Broudañ ha lakaat war wel ar Servij Youlek European ;

5) Kaout ar pal mestroniañ d'an nebeutañ 3 yezh estren pe minorel evit holl ar re yaouank ;

6) Reiñ an tu da heuliañ un deskadurezh divyezhek brezhoneg-galleg en holl skolioù kentañ ha eil derez, hag an tu da zizoloiñ hag da zeskiñ ar gallaoueg ;

7) Enframmañ Istor ha douaroniezh Breizh e-barzh programm deskadurezh kentañ ha eil derez, hag lakaat anezho war wel gant istor ha douaroniezh Europa ;

8) Treiñ devezh ar galv hag prientiñ d'an Difenn en ur gwir emgav keodedel, o reiñ an tu da zizoloiñ taolioù-arnod en estrenvro hag da emouestlañ a youl-vat evit ar gevredigezh ;

9) Reiñ an tu e touez an deskadurezh da anavezout ha da vurutellañ ar banniel hag ar c'han european (kan al levenez) hag ar Gwen-ha-Du hag ar Bro Gozh ;

10) Enframmañ evel deiz dilabour Gouel Erwan, gouel broadel Breizh, hag erlec'hiañ an 8 a viz Mae gant an 9 a viz Mae, deiz gouel Europa.


Evit Ar Vretoned Yaouank, Kevin Jézéquel, Mouezh-aotreet


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.