Stumdi : 1añ staj war ar skrivañ senarioioù heuliadennoù brezhonek evit ar skinwel

Communiqué de presse publié le 8/02/10 6:43 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Stumdi
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17321/17321_1.jpg
Ar stajidi etre ar stummerien.

Aozet ez eus bet, evit ar wezh kentañ e 2009 gant ar greizenn stummañ Stumdi, arbennikaet war ar stummadurioù war ar brezhoneg evit an dud deuet, stajoù etre 6 ha 10 devezh d'an daoulamm. Bez eo ar stajoù-mañ evit an dud a-vicher a zo brezhoneg ganto dija hag o deus c'hoant da wellaat o anaoudegezhioù war ar yezh, dre geriaoueg ha teknikoù stag ouzh o micher.

Savet ez eus bet daou stummadur :

- Stummadur evit an dud a zo o micher labourat gant bugaligoù (desaverezed bugaligoù, animatourezed er magourioù, skoazellerezed...) ;

- Stummadur evit ar re a zo o micher labourat gant ur media. Ar stummadur-mañ a zo graet, war un dro, evit ar gazetennerien a fell dezho gwellaat o brezhoneg ha graet eo ivez evit ar re a fell dezho dizoleiñ an holl vediaoù brezhonek (skinwel – skingomz – kazetennoù...).


Evit kenderc'hel gant ar stajoù arbennik kinniget d'an dud a-vicher ez eus bet savet gant Stumdi, e penn kentañ miz Genver 2010, ur staj anvet :

Staj war ar skrivañ senarioioù evit heuliadennoù abadennoù skinwel brezhonek

E gwrionez n'eus ket a heuliadennoù brezhonek evit ar skinwelioù, hag o welet ar berzh graet gant an heuliadennoù gall pe saoz e-touez an holl arvesterien emañ ar chadennoù rannvroel (Frañs 3, TV Roazhon 35...) o c'hortoz seurt raktresoù. Kinniget ez eus bet neuze, hag evit ar wezh kentañ e penn kentañ 2010, ur staj arbennik e lec'h m'o deus gallet ar stajidi deskiñ an teknikoù rekis evit sevel abadennoù un heuliadenn, e brezhoneg. Kalanna, kevredad produiñ kleweled e penn ar raktres, en deus kemeret perzh er staj-mañ ha roet eo bet steuñvenn an istor ganto. Ha Dizale, kevredigezh produiñ kleweled, en deus kemeret perzh er raktres ivez o tegas e varregezhioù teknikel. An darn vrasañ eus ar stajidi a labour dija gant ar media-mañ-'r-media hag a oar petra eo skritur ar c'hleweled.

Gant ur senarioour iwerzhonat a-vicher, Tadhg Mac Dhonnagain, eo bet renet ar staj-mañ. Hemañ diwezhañ a zo, war un dro, senarioour, kinniger, produour ha barrek a-walc'h gant ar brezhoneg evit stummañ ar stajidi war-eeun dre ar brezhoneg. Ur stummer eus Stumdi, Drian Bernier, arbennik war ar stalioù-skrivañ brezhonek abaoe bloavezhioù, en deus skoazellet anezhañ, o kontrolliñ live ha kalite ar brezhoneg evit pep pazenn eus ar stummadur.


Ur staj nevez, plijus-kaer... da adober hep dale

"Splujet" o deus ar stajidi e bed ar senarioioù ur sizhun-pad. C'Hoant o deus d'en em adkavout c'hoazh evit peurlipat o skridoù ha perak ne vefe ket, adober ur seurt taol-arnod er bloavezioù da zont ha skrivañ heuliadennoù nevez.

« Ur stummadur plijus-kenañ hag a-drugarez dezhañ em eus komprenet e kreden gouzout skrivañ... met evit gwir n'em boa ket teknikoù gwir evit skrivañ. » Anv bihan pe lizherennoù kentañ ?

« Kemeret em eus perzh e meur a staj e-doug ma red-micher, met ar wezh kentañ an hini eo e teskan kement dindan ur sizhunvezh. A-drugarez d'ar programm ha d'ar stummerien omp deuet a-benn da gaout barregezhioù nevez. » Anv bihan pe lizherennoù kentañ ?

O welet ar berzh graet gant ar stummur kentañ-mañ e soñj skipailh Stumdi adkinnig seurt stajoù ur wezh ar bloaz.


Claudie Motais / Drian Bernier, Landerne, d'ar 27/1/2010

Evit gouzout hiroc'h : Stumdi – maner Keranden – BP 311
29800 Landerne
bzh.stumdi@wanadoo.fr
(voir le site)
pgz . : 02 98 21 39 94


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.