Stumdi : Ur staj war ar c'hazetennerezh

Communiqué de presse publié le 8/02/10 5:10 dans Langues de Bretagne par Claudie Motais pour Stumdi
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17319/17319_1.jpg
Ar stajidi gant unan eus ar stummerien : Gurvan Musset (pennkazetenner Frañs 3 Iroise).

Brudet-mat eo Stumdi abaoe 25 bloaz evit aozañ stummadurioù d'an dud deuet a-benn deskiñ brezhoneg. Bremañ e vez kinniget ivez d'ar vrezhonegerien stajoù evit donaat o barregerezhioù war un dachenn vicherel bennak. War-lerc'h ar staj evit ar magerezed a labour gant bugaligoù eo bet degemeret stajidi evit anavezout gwelloc'h bed ar mediaoù e-pad dek devezh, e miz Du hag e miz Kerzu 2009 e Landerne.

« Kinniget eo bet ar staj war ar mediaoù d'an dud a-vicher a zo brezhoneg ganto dija hag o deus c'hoant da wellaat o anaoudegezhioù war ar yezh, dre geriaoueg ha teknikoù stag ouzh o micher » eme g/Claudie Motais, renerez Stumdi. Sevel ur pennad kazetenniñ, atersiñ ha bezañ aterset, komz dirak ur c'hamera, kompren ar plañioù disheñvel a zo gant ar reportajoù, advouezhiañ ur film, kinnig ur flash radio... leun a draoù plijus ha dedennus-kaer a zo bet desket e-pad dek devezh gant ar stajidi. Komprenet eo bet ganto, a-drugarez d'an dud a-vicher deuet da gelenn, petra eo bed ar mediaoù ha peseurt teknikoù a zo evit ar skinwel, ar radio hag ar c'hazetenniñ dre skrid hag ivez petra eo ar micherioù tro-dro d'ar mediaoù, da skouer : kazetenner, animatour, komedian, kameraour. Goulennet en deus skipailh Stumdi gant tud varrek war o micher da zont da reiñ kentelioù evit ar staj-mañ. Gurvan Musset ha Ronan an Hirrien eus Frañs 3, Mael ar Gwenneg eus France Bleu Breizh Izel, Goulc'han Kervella eus Strollad ar Vro Bagan, Skipailh Dizale... o deus displeget gant poelladenoù pleustrek diazoù o labour.

Digor d'an holl

Ar stummadur-mañ a zo graet evit ar gazetennerien a fell dezho gwellaat o brezhoneg hag eskemm war geriaoueg o micher. A-benn ar fin penaos e vez lavaret 'focale', 'contre-plongé' pe c'hoazh 'cadrer' e brezhoneg? Ha graet eo ivez evit ar re a fell dezho dizoleiñ an holl vediaoù brezhonek. « Ar staj-mañ a c'hell bezañ dedennus evit an holl dud a ra war-dro an darempredoù gant ar gazetennerien, ar re o deus pennadoù da skrivañ pe da respont da atersadennoù 'zo, er c'hevredigezhioù da skouer » a resisa Claudie Motais. Evit ar re o deus c'hwitet war ar staj plijus-mañ e vo dalc'het un eil prantad e miz Du 2010 e Landerne.

Skipailh Stumdi

Evit gouzout hiroc'h : Stumdi, Maner Keranden, – BP 311 29800 Landerne, bzh.stumdi@wanadoo.fr pe www.stumdi.com ha : 02 98 21 39 94.

focale : amkanell contre-plongé : filmañ war grec'h cadrer : sterniañ


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.