Kendiviz diwar-benn an dilennadegoù-rannvro d'ar Gwener 5 a viz C'Hwevrer

publié le 5/02/10 9:41 dans Politique par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17300/17302_1.png

Emil Granville, mouezh aotreet Strollad Breizh ha penn al listenn Ni ho savo Breizh en Il-ha-Gwilen, a gemero perzh er c'hendiviz diwar-benn an dilennadegoù-rannvro e Kavaneg.

Sed amañ kinnig ofisiel an ti-kêr :

An dilennadegoù-rannvro a vo d'ar 14 ha d'ar 21 a viz Meurzh 2010. An dilennadegoù eo a resiso politikerezh hor rannvro e tachennoù he galloudegezh : diorradur ekonomikel, touristerezh, deskadurezh ha treuzdougerezh ; ret eo ouzhpennañ an ahelioù a gentañ renk evel digeriñ Breizh da Europa ha d'ar bed ; ar c'hengred ; lakaat e pleustr un Agenda 21 rannvroel evit an diorren padus ; kevatalded ar goproù evit ar wazed hag ar maouezed ; diorren teknologiezhioù ar c'hehentiñ.

Evit kinnig deoc'h al listennoù pennañ, oc'h pedet gant an ti-kêr d'ur c'hendiviz, d'ar Gwener 5 a viz C'Hwevrer, da 8 e 30 noz, e sal ar C'Huzul : amañ e vo un dileuriad eus pep strollad politikel evit respont da goulennoù an animatour hag an dud. Bez' e vo : an UMP, Strollad Breizh (Ni ho savo Breizh), Europa-ekologiezh-Breizh, ar MoDem, ar Strollad Sokialour ha strolladoù an tu kleiz.


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.