Evidomp da anzav he deus kaset a-benn ul labour eus ar c'hentañ e servij ar brezhoneg, e tiogelomp ne zle ket Lena Louarn mont war listenn Le Drian Penn-ar-Bed, o vezañ ma ne c'hall ket an div garg-se mont asambles. E kement ha ma'z eo Prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e tle Lena Louarn bezañ neptu, rak ar framm-se a zo harpet gant redennoù politikel hag aozadurioù a bep seurt. Padal, dimp da c'houzout, bodad hollek Ofis ar Brezhoneg n'eo ket bet goulennet e ali digantañ eviti da vont war ar renk.
Rak-se, dre onestiz spered - ar pezh he deus diskouezet kaout betek-henn- e tle ober an dibab : pe dilezel he c'harg a Brezidantez Ofis ar Brezhoneg pe kroaziañ war he mennad da vezañ war listenn Le Drian Penn-ar-Bed.
Burev EKB
■