Staj video un devezh - Landerne - d'al Lun 15/02

Communiqué de presse publié le 24/01/10 3:16 dans Langues de Bretagne par Kristian Le Bras pour Blaz Produktion
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17161/17161_1.jpg

Ur bern traoù a zegouez e-barzh ho korn-bro : gouelioù, stourmoù, tud ha traoù nevez, muzik… Ho tad-kozh zo aet war an oad ha c'hoant ho pefe enrollañ anezhañ… Ho kevredigezh 'n eus enrollet prezegennoù met n'ouzoc'h ket re penaos frammañ ha kinnig an danvez-se a-benn derc'hel ar pezh pouezushañ anezhañ… C'hoant 'peus deskiñ an traoù diazez a-raok mont pelloc'h : penaos ober ?

Kinnig a ra ar gevredigezh Blaz Produktion (A-hed ar C'hantved, filmoù berr war Kaouenn, ABP-TV, YouTube…) un devezh stummañ PLEUSTREK war ar penaos ober gant ar video :

• Enrollañ tud e brezhoneg (video niverel) • Filmañ skeudennoù all • Frammañ ur film eeun, en ur ouzhpennañ muzik, titloù, un nebeut efedoù • Skignañ war ar rouedad (Gouzout brezhoneg zo awalc'h – gouzout ober gant ur c'hompoder vefe mat)

D'al lun 15 a viz C'Hwevrer e Landerne, Salle Municipale, 30 Kae Leon : 9 h 30-18 h

• enrollañ diouzh ar mintin, frammañ goude lein • 10 den d'ar muiañ • priz an devezh : 35 €, da vezañ kaset da : Blaz Produktion, 21 ru Pierre Brossolette – 29800 Landerne

Skrivit / pellgomzit mar plij evit titouroù resisoc'h : krisbraz@free.fr, pgz. 02 98 21 30 59

(D'ar re a fell dezho lakaat o anv evit ar festival Berr-Berr (voir le site) a vo dalc'het e Kawan e miz Mae e framm Gouel ar Brezhoneg e c'hellfe bezañ talvoudus seurt staj.)


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.