Kinnig a raio al listenn Ni ho savo Breizh da geñver dilennadegoù-rannvro miz Meurzh 2010 ur raktres evit Breizh dishual, kengred, ekologel hag abil. Dibabet eo bet gant hol listenn mont a-unan e pemp departamant Breizh, gant an hevelep programm.
Arvezioù hol listenn eo: reiñ ul lañs nevez da Vreizh, tizhout hec'h adunanidigezh, lakaat e pleustr ur wir steuñv evit ar brezhoneg, en em zizober diouzh kudennoù euzhus ar saotradur gant ur wir politikerezh endro a genglotfe gant Breizh (fin ar bezhin glas...) hag ivez adkempouezañ an tiriadoù, saveteiñ ar servijoù foran, en ispisial en tachadoù paourañ, hag adreiñ spi ha fiziañs en dazont d'ar Bretonezed ha d'ar Vretoned, da geñver an implijoù hag an ekonomiezh.
Evit gallout en em ginnig e departamant al Liger-Atlantel e rankomp abalamour d'al lezennoù kinnig ul listenn e Broioù al Liger a-bezh. A-gaozenn da lodennadur melestradurel Breizh eo kinnig ul listenn vreizhek e Liger-Atlantel deuet da vezañ ur c'hlaoustre luziet ha diaes da lakaat e pleustr.
Ur c'hlaoustread ispisial a zo gant ma vefe ul Ni ho savo Breizh e Liger-Atlantel: da vare adkempenn ar strollegezhioù lec'hel eo ar poent da lakaat hor mouezh da vezañ klevet! Evel-se eo e c'hello hor raktres evit Breizh bezañ kempoell ha kenstag.
M'emaoc'h a-du gant talvoudoù Breizh dishual, kengred, ekologel hag abil, ma kred deoc'h e talvez an talvoudoù-mañ da emouestlañ, diouzh galluster pep hini; ho pediñ a reomp da zont ganeomp, Ni ho savo Breizh, ha da gemer perzh er c'houlzad-kabaliñ hervez ho peadra hag ho c'hoant: gant arc'hant, war an dachenn, pe evel danvez-kuzulier(ez).
Bezañ e Liger-Atlantel, ober ur c'houlzad-kabaliñ kreñv en departamant, ne vo graet nemet gant perzh an holl !
Kontañ warnoc'h a reomp !
Trugarez evit ho sikour !
Jacky Flippot Penn al listenn Ni ho savo Breizh - Liger-Atlantel
Kristian Troadeg Maer Karaez Penn al listenn Ni ho savo Breizh
Darempred :
flippot.jacky@orange.fr 06 81 36 67 43
■