Bernez An Nail : un den gouiziek-bras a zo aet kuit

Communiqué de presse publié le 6/01/10 4:44 dans Langues de Bretagne par Angèle Jacq pour Angèle Jacq

Breizh a goll, ur wech ouzhpenn, unan eus he fealañ bugale. Glac'haret omp o klevet eo aet da anaon Bernez an Nail.

Labouret en deus e-pad bloavezhioù evit e Vro war dachenn an armerzh, ar sevenadur, an istor, ar yezh, an darempredoù etrebroadel ha keltiek ha difennet diehan bed an embann. E ouiziegezh a oa divent. Setu lavaromp : hiriv, ul lodenn eus hon levraoueg vroadel a zo aet da get.

Gwellañ gourc'hemennoù a gengañv da Jacqueline ha d'he bugale, Mari, Donasian hag Aziliz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?