Festival berr-berr

Agenda publié le 4/01/10 11:38 dans Langues de Bretagne par Kristian Le Bras pour Blaz Produktion
t:1
https://abp.bzh/thumbs/17/17005/17008_1.jpg
Emvod e Landerne : FEA ha festival berr-berr.

Berr-ber… e pep keñver / Bec'h d'ar filmoù graet ba' gêr

Kleweled, video, internet… Penaos 'ma kont ?

An dispac'h niverel loc'het ur pemzek bloaz bennak 'zo n'oa digoret hentoù nevez d'ar sevel filmoù. En deiz a hiriv, gant ur c'hamera marc'hatmat hag ur c'hompoder e c'hell forzh piv filmañ, frammañ ha skignañ e labour evit nebeut-tre a zispignoù.

Un taol kaer neuze evit ar yezhoù bihan, berr an arc'hant gante, peadra da lakaat yezh ha tud ur vro war wel, da vroudañ ar grouidigezh, ar « filmoù graet ba'r gêr », dreist-holl en amzerioù kriz a vremañ ?

Ma. An traoù zo aet war-raok, en un doare. Traoù a c'heller gwelet bremañ, war ar rouedad peurgetket, a ne vefe ket anv deusoute 10 vloaz 'zo. Daoust ha trawalc'h eo, daoust hag un dazont lufr a zo evit ar c'hleweled e brezhoneg, evel ma soñj da lod ? Douetus.

Un nebeut mizioù zo oa bet lañset gant un nebeut tud mennozh ur festival filmoù « no-budget » (pe « low-budget »), unan hag a rofe tro d'ar grouerien filmoù displegañ o oberennoù, pe vefent faltazi, diellfilmoù, animasion, poltredoù tud ha me 'oar me… Kregiñ e-barzh ha klask sevel un dra « propik », hep soñjal ober ur pennober anezhi. Bezañ gwelet, eskemm gant tud all, kaout ul lañs nevez…

Pelec'h, pegoulz, ha penaos kemer perzh ?

Mont a ra an traoù war-raok : 'benn miz Mae 2010 vo dalc'het Gouel ar Brezhoneg ba' Kawan (21-22-23). Da geñver ar gouel-se vo aozet ar « Festival Berr-Berr… e pep keñver », 'lec'h ma vo diskouezet un dibab filmoù graet gant hiniennoù pe gevredigezhoù. Filmoù da vezañ savet pe filmoù a zo anezhe dija (arabat e vefent koshoc'h eget bloaz da zeiz ar Gouel).

Reolenn ar c'hoari : filmoù — e brezhoneg — dindan 7 munut, forzh peseurt doare e vefent (gant ma ne vefe ket danvez faskour, gwenngasour h.a. e-barzh, evel-just), da vezañ kaset a-raok ar 26 a viz Ebrel 2010, e stumm MP4. (Ul lec'hienn a-ratozh vo krouet dizale, keloù vo kaset deoc'h. Skrivit d'ar mail dindan evit titouroù.)

Ur rakdibab vo graet gant ur juri a-raok ar gouel. Ar filmoù vo diskouezet meur a wech e-pad an tri devezh-se. Priziet e vint gant ar ar publik (prizioù roet da vezañ termenet). War-lerc'h e vo kinniget ar filmoù d'ar festivalioù (Kann al Loar, Douarnenez, Roazhon, Taol-Kurun…) koulz hag evit abadennoù skignañ lec'hel e-kerzh ar goañv. Tennet vo un DVD « best-of », hag a vo kinniget er stalioù hag er skolioù. Hervez ar goulenn e c'hellfe ar filmoù bezañ istitlet.

Mat e vefe d'an dud dedennet lakaat o anv an abretañ ar gwellañ, en ur gas deomp un doare « synopsis » berr-tre gant o fostel/chomlec'h da heul : mailto:krisbraz@free.fr, pgz 02 98 21 30 59.

Un tamm skoazell ?

Soñjet hon eus e vefe mat da dud 'zo kaout un tamm stummadur diazez a-benn sikour anezhe da sevel o filmoù : petra ober / nompas ober gant ur c'hamera, sevel un doare senario, kas ur pennad-kaoz en-dro, frammañ war ur meiziant boutin. Traoù eeun-kenañ, kwa. Kinnig a reomp sevel ur staj un devezh e miz C'hewrer 2010. Mat e vefe deoc'h kas o c'hoantoù/ezhommoù deomp. Titouroù resisoc'h a vo kaset deoc'h diwezhatoc'h.

Setu. N'eus ken met kregiñ 'barzh neuze. Emaomp o c'hortoz ho kinnigoù evit ma rafe berzh ar Festival Berr-Berr. Skignit an destennig-mañ tro-dro. Ken ar c'hentañ. Berr-berr

Sellit ouzh ar video amañ stag : (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.