il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /1693.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

ENEZ AR VERTUZ

N’eo ket dre zegouezh ma ra Youenn OLIER, ur skrivagner puilh maz eus unan, anv eus un « Enezenn » war dalbenn al levr-mañ : Langleiz en deus meret an hevelep dodenn a skiant-faltazi gant « Enez ar Rod ». Dave a ra ivez an aozer da istor hol lennegezh peogwir ez eo bet skrivet un «Enez ar Vertuz » all, « Inis er Vertu », gant Marion e 1790 war enez Edig.

Liesseurt-kenañ eo an oberenn, dic’hortoz a-wechoù, bet skrivet e 1965. Ur seurt heuliadenn da levr Huxley « Brave the World » ez eo,bet troet e galleg dindan an dalbenn "Le Meilleur des Mondes", ur bed mac’homet gant ur Stad dre benn d’an Araokaat Kalvezel. Gellout a reer lenn ur varnadenn hir eus ar romant war AL LIAMM niv. 119, bet graet da vare an embannadur kentañ, roneoskrivet e teir levrenn gant an oberour e-unan e 1965-66. Adwelet ha kresket eo bet e oberenn gant Youenn OLIER nebeut a-raok mont d'an Anaon d'ar 15 a viz Kerzu 2004.

Pemp kevrenn e div levrenn a ya d'ober an oberenn, a zo 674 pajennad enni. Ijinet eo bet ar golo gant Lydie Delile hag ar gartenn gant Nadine Olier.

El levrenn-gentañ en em gaver gant ar poent “Omega ” bet ijinet gant Teilhard de Chardin : ur bed dizenel. En eil lodenn e kaver ur Vreizh oc’h adsevel goude un drouziwezh. Keralen, penntudenn ar romant a zispleg penaos en deus divizet, goude termal hir amzer, da heul kalz a zarvoudoù, dic'hortoz alies, distrujañ ar bed faos-se evit bevañ en unan all, e-lec'h ma ren koulskoude ar marv, ar c'hleñvedoù, ar poanioù diwar ar garantez. Gwellout a reer er bed-se tentadurioù an den a-viskoazh : ar berc'hentiezh, ar gwaskerezh, ur Stad mac'hom oc'h eginañ adarre...

En ur ger ez eo evit gwir ul levr a breder don, war ster an istor pergen, hogen kinniget e stumm ur romant pinvidik ar yezh anezhañ.

Ne vo ket gwerzhet al levr er stalioù levrioù dre ma savfe re uhel priz ar mell oberenn-mañ d'al lennerien.

Dre lizher eta e ranker pourchas "ENEZ AR VERTUZ" : 45 €, e ti Imbourc'h, Kergreven, 29800 Trelevenez.

le la les un de a au des une

Philippe Argouarch


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.